Kimera
Neuz
Kimera[1] pe C'himera (Χίμαιρα Khímaira, latinekaet e Chimaera) zo un euzhvil e mojennoù Hellaz kozh. Peurvuiañ e vez kontet da gaout penn ul leon, korf ur c'havr (a-wechoù penn ur c'havr ouzhpenn) ha lost un aerouant. Lazhet e voe gant Bellerofon.
Ar vojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Tyfon ha da Ec'hidna. Freuz a reuz a rae e Lykia, en Azia Vihanañ, pa voe roet urzh da Vellerofon, gant ar roue Iobates, d'he lazhañ. Dont a-benn a reas an haroz gant e varc'h askellek Pegasos.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra hec'h anv eus ar ger gregach Χίμαιρα/Khímaira, an anv a veze graet eus ur c'havr yaouank he deveze tremenet ur goañvezh (χεῖμα / kheîma). Tremenet eo ar ger e latin, Chĭmæra, hag adkavet e vez en holl yezhoù latin hag en un toullad re all c'hoazh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Ménard p. 246.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Károly Kerényi, The Heroes of the Greeks, 1959, Londres et New York: Thames and Hudson
- Harry Thurston Peck, Harpers Dictionary of Classical Antiquities : Chimaera, 1898 ((en)
- Lec'hienn Perseus