Kaoter
Ur gaoter (eus ar ger latin caldarium, kibelladenn domm) , pe chidhouarn, pe chaodourenn zo ul lestr, pe endalc'her, a vent vras, didroad pe troadek, a dalvez da aozañ boued war an tan, en un oaled peurvuiañ, gwechoù zo ouzh un drezenn-bod pe gwechoù all war un trebez, met e-maez an tier kenkoulz all.
Graet e vez pod-houarn ( pe "pothouarn" pe c'hoazh "potarn" e gwenedeg) peurvuiañ eus listri brasoc'h eget ur chidhouarn. Soudarded ar brezel 14 a rae "potarnoù" eus an obusoù brasañ[1].
En istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar Gelted kozh e oa ar gaoter un arouez eus galloud ar rouaned kelt (e galianeg pario). Per a oa un anv brezhonek kozh (pair, e kembraeg ha per e kerneveureg) hag a dalve kement ha kaoter ivez.
Kaoter Gundestrup zo ur gaoter gelt, kavet e Danmark.
En Italia e veze aozet ar polenta en ur gaoter vihan.
Kaoteriad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gaoteriad, pe ur gaoteriad pesked, a veze graet gwechall er bagoù-pesketa. Ar gaoteriad hiziv zo ur seurt keusteurenn graet gant a bep seurt pesked (deuet da vezañ cotriade e galleg).
Gwrac'hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo ar c'haoterioù da vezañ implijet gant gwrac'hed pe sorserezed da boazhat louzoù, d'ober a bep seurt dourennoù, c'hwistantinoù pe kontammoù.
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kaoter Bendigeidfran, er Mabinogi.
- Kaoter ar gwrac'hed, e Macbeth, gant Shakespeare.
- The Black Cauldron (Ar Gaoter Zu), ur romant saoznek evit krennarded skrivet gant Lloyd Alexander (1965), awenet gant ar Mabinogi, ha deuet da vout ur film gant Walt Disney.
Sonennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mi Calderito, kanaouenn savet gant Compay Segundo.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Kaoterioù houarn trizroadek en ur skol e Botswana.
-
Ur gaoter gozh kempennet, deuet da vout ur pezh kinkladurezh, ha leuniet a askol
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelit Kammdro an Ankou gant Loeiz Herrieu, passim : "Lenn a raomp àr ar gazetoù e kouezh potarnoù àr Bariz !"