Fólkvangr
Er vitologiezh skandinavat eo Fólkvangr (Norseg: [ˈfoːlkˌwɑŋɡz̠], "Tachenn ar bobl" pe "Tachenn an arme") ur bradenn renet gant an doueez Freyja, e lec'h ma veva un hanter ag ar re lazhet e-kerzh ar brezelioù, endra vez kaset an hanter all da Odin er Valhalla. Reoù all o deus gallet mont da Fólkvangr hep bout falc'het gant ar brezel. E Saga Egill da skouer e oa divizet gant merc'h Egill chom hep debriñ betek ma vo aotret ganti mont da goaniñ gant Freya. Fólkvangr a vez kavet en Edda e gwerzennoù, hag an Edda e komz-plaen skrivet gant Snorri Sturluson. Hervez an Eddaioù e oa bet savet Ti-meur Freyja Sessrúmnir e kreiz Fólkvangr.
Pezhioù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E barzhoneg Grímnismál, Odin (treuzwisket e Grímnir) a gonta da Agnar e vez roet gant Freyja kalz ag he sezioù a zo e Fólkvangr, evit un hanter ag ar re varv war an aerva. Tra ma vez dastumet an hanter all gant Odin.
Er Gylfaginning, an "Uhel" a gonta da C'hGangleri ( ar roue Gylfi treuzgwisket e gwirionez) eo Freyja an hini "glodusañ e-touez an aesed", hag emañ o chom er gwenva anvet Fólkvangr, ha bep wezh ma vez tremenet a-zreist an arvaoù ganti e tastum un hanter ag ar re varv. An Uhel a daolenn ti-meur Freyja Sessrúmnir da neuze.
Damkanioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saga Egill
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Saga Egill, Þorgerðr, merc'h Egill, e deus divizet chom hep debriñ ha mont d'ar marv o naonegañ, hag oc'h ober-se e voe gouest da vont da Folkvangr ha kejal gant Freyja:
Implications
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]John Lindow a soñja e tlefe Fólk- eus ar ger Fólkvangr meizet evel "arme", neuze e vefe gwelet Fólkvangr evel eil Valhalla ur seurt. Lindow a lavar ivez eo Freyja, evel Odin, ereet start gant ar vrezelerien peogwir e pennrena an emgann peurbadel Hjaðningavíg.
Siegfried Andres Dobat en deus soñjet "Daoust he ferzh evel dibaberez ar re varvet war an aerva evit Fólkvangr, rouantelezh an anaon, Freyja a zo ivez e penn ar Valkyrjar hag an dísir." Kredabl e vefe emañ ar re-se o chom e he rouantelezh kenkoulz all.
Stone ships and Proto-Germanic afterlife location
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2012, Joseph S. Hopkins ha Haukur Þorgeirsson o deus kinniget e vefe un ere etre Fólkvangr, (hag he zi-meur Sessrúmnir), hag ar bagoù-mein a vez kavet a-leizh e Skandinavia. Hervezo eo Fólkvangr ha Sessrumir ur skeudenn eus ur vag war un dachenn. Neuze e vefe Freyja liammet start gant ar bagoù. Ur meneg ma vez adkavet e Tasitus gant e levr "Germania" e lec'h ma vez komz eus "an Isis eus ar Suebi", un doueez c'halloudus-kenañ hag a vije degouezhet en Europa Norzh gant ur vag.
Levezonez a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn-kentañ an 20vet kantved e oa diorrenet ar menozh "Folkwang-Gedanke" gant Karl Ernst Osthaus. Ur soñjadenn e vefe bezus unvaniñ an art hag ar vuhez en ur mod hesonek. Meur a gevredigezh a zo bet savet o heuliañ ar menozh-se hag o tougañ an anv Folkwang (Fólkvangr en alamaneg). En o zouez ez eus arMuseum Folkwang (digor e 1902), an ti-embann Folkwang-Verlag (krouet e 1919), ar Folkwang Kammerorchester (krouet e 1958), ar Folkwang-Musikschul (krouet e 1974), hag ar skolveur Folkwang University of the Arts, hag a labouront war dachenn ar sonerezh, an teatr, an dañs hag an design. An holl zo diazezet e Essen[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ GmbH. History - Museum Folkwang (en-GB). Museum Folkwang. Kavet : 2017-05-24.