[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Elbrous

Eus Wikipedia
an Elbrouz, gwelet eus ar reter
an Elbrouz, gwelet eus ar reter

Elbrous, pe Elbrouz pe Elbrus (Эльбрус e rusianeg, Минги тау e karachayeg-balkareg), eo menez uhelañ ar C'haokaz, 5 642 metr uhelder dezhañ. Sellout a reer outañ evel menez uhelañ Europa, nemet n'emañ ket an holl a-unan da c'houzout pelec'h emañ ar vevenn etre Europa hag Azia dre eno. Ma lakaer an Elbrous en Azia, neuze ez eo ar Menez Gwenn (Mont Blanc), en Alpoù, menez uhelañ Europa.

Daou gern a gaver e gwirionez, an eil er c'hornôg hag egile er reter. Ur menez-tan eo an Elbrous, daoust ma n'eo ket oberiant ken. Emañ e republik emren Kabardino-Balkaria e Rusia, un 11 km bennak en hanternoz d'ar vevenn gant Jorjia.