[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Edward Poynter

Eus Wikipedia
Edward John Poynter
Edward Poynter : Mougev an nimfenned e-kreiz ur barr-amzer

Sir Edward John Poynter (20 a viz Meurzh 1836 e Pariz26 a viz Gouere 1919 e Londrez) a oa ul livour breizhveuriat.

Mab ar savour Ambrose Poynter e oa, ha ganet e voe e Pariz. Mont a reas da studiañ da Ipswich School, Brighton College, ha goude-se ez eas da Londrez, da Roma (ma vamas rak oberennoù Michelangelo Buonarroti) ha da Bariz ma teskas gant Charles Gleyre (eno eo e kejas gant James McNeill Whistler).

Brudet eo dre ma savas taolennoù istorel evel "Israel en Egipt" (1867), "Gweladenn Rouanez Saba" (1871-1875) hag "Ar roue Salomon" (1890).

Meur a garg ofisiel a voe fiziet e Poynter : kentañ Slade Professor e voe etre 1871 ha 1875, penn National Art Training School etre 1875 ha 1881, ha rener National Gallery etre 1894 ha 1904 (ober a reas war-dro digoridigezh Tate Gallery). E 1876 e teuas da vezañ ezel eus Royal Academy. Pa varvas Sir John Millais e 1896 ez eo Edward a gemeras e blas evel prezidant Royal Academy, ha lakaet e voe da nobl.

Poynter a zimezas gant Agnes Macdonald. He c'hoar a oa gwreg Edward Burne-Jones.

Un diskouezadeg eus e oberennoù, anvet "Life at Arms Length" a voe aozet e Burstow Gallery e Brighton College e miz Du ha miz Kerzu 1995. Diwar dodennoù e oberennoù (Ar roue Salomon ha Templ ar roue Salomon) hag e zarempred gant Rudyard Kipling e c'haller soñjal e oa frañmason. Eilennoù e daolenn "Gweladenn Rouanez Saba" a c'haller gwelout e logelloù frañmasoned er bed a-bezh.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.