[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Enez Caroline

Eus Wikipedia
Enez Caroline gwelet eus an oabl; en tu dehou en nec'h emañ an hanternoz. Ar brasañ enezennoùigoù eo Nake Islet (en nec'h) ha South Islet (en traoñ).
Unan eus kranked Enez Caroline, kustum da bignat er gwez

Enez Caroline pe Enez ar Milved (anavezet ivez evel Millennium Island ha Beccisa Island), zo un atoll kouralek er Meurvor Habask, ha bezañ ec'h eo ar reterañ eus Inizi al Linenn e Republik Kiribati. E gwirionez eo ur stroll 30 enezennig didud, stok ha stok, un nebeudig metradoù hepken a-us da live ar mor.

Ar brasañ enezennoùigoù eo Nake Islet (en norzh), Long Islet, ha South Islet, war-dro 500 m led, ha dezho o-zeir 68% eus gorread an enez.

Kentañ ma voe gwelet gant Europeiz, diouzh a ouzer, a voe e 1606. Tapet e voe gant ar Rouantelezh-Unanet e 1868, hag abaoe 1979 emañ e Republik Kiribati. Lavaret e vez a-wechoù eo koulz ha gwerc'h, daoust ma'z eus bet tennet gwano, gounezet kopra enni en XIXvet hag XXvet kantved, ha tud o chom neuze enni evel-just.

O vezañ ma n'eo Enez Caroline nemet 6 m a-us da live ar mor e vo beuzet ma talc'h ar mor da sevel. Kement-se, hervez gouarnamant Kiribati, a c'hallfe degouezhout adalek 2025. Evit ar Broadoù-Unanet emañ Enez Caroline war roll an douaroù en arvar.

Evned-mor e-leizh, ha kranked.

Un tamm brud a oa deuet dezhi gant lidoù ar bloavezh 2000. E 1995 e voe daskemmet linenn etrevroadel an deiziata (International Date Line) ha se zo kaoz e voe unan eus al lec'hioù kentañ ma savas an heol d'ar 1añ a viz Genver 2000.