C'hersones
- Arabat eo droukveskañ gant C'herson.
C'hersones | |
---|---|
Херсонес | |
Dismantroù C'hersones
hag iliz-veur Sant Volodymyr | |
Douaroniezh | |
Riez | Ukraina |
44°36′42″ N – 33°29′36″ R | |
Rannvro | Krimea |
Lec'hiadur | Karter Gagarin [n 1] |
Gorread | 30 ha |
Istor | |
Diazezerien | Trevadennerien eus Hērákleia Pontikḗ |
Diazezet | VIvet kantved kt JK |
Dilezet | XVvet kantved |
Mareadoù | Henc'hres → Dibenn ar Grennamzer |
Sevenadurioù | Henc'hres, Henroma, Huned, Bizantion |
Henoniezh | |
Furchadeg | 1827 |
Melestradur | Mirlec'h Broadel C'hersones Krimea |
Internet | (ru) (uk) (en) chersonesos.org/ |
Glad bedel UNESCO | |
Anv ofisiel | Ancient city of Tauric Chersonese |
Rann eus | Ancient City of Tauric Chersonese and its Chora |
Dezverkoù | Sevenadurel : (ii), (v) |
Dave | (en) 1411 |
Bloaz | 2013 |
Takad skurzer | 3 041,0876 ha |
Internet | (ru) chersonesos-sev.ru/ |
|
C'hersones (henc'hresianeg: Χερσόνησος, Khersónēsos; latin: Chersonesus; ruseg hag ukraineg: Херсоне́с, C'hersones) zo un drevadenn henc'hresian bet diazezet er VIvet kantved kt JK e mervent ledenez Krimea gant tud eus Hērákleia Pontikḗ, ur gêr war aod Bithynia.
Emañ war aod ar Mor Du, er gwalarn da greiz-kêr Sevastopol. Ur rann eus Mirlec'h Broadel C'hersones Tavriysʹkyy e oa a-raok stadidigezh Krimea ouzh Rusia e 2014 ; C'hirsones Tavricheskiy eo an anv rusek abaoe.
Ul le hag a veze graet gant holl annezidi C'hersones adalek an IIIe kantved kt JK zo deuet betek ennomp.[1],[2]
Er bloaz 2013 e voe lakaet C'hersones e Glad bedel UNESCO[3]
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar he lec'hiadur ez eo bet anvet an drevadenn : Χερσόνησος Khersónēsos « ledenez » (ger-ha-ger : "enez sec'h") en henc'hresianeg, ur berradur eus Χερσόνησος Ταυρική Khersónēsos Tauriki, "Ledenez an Dauried" ; ur boblad henc'hresian hag a anneze Menezioù Krimea e gevred al ledenez e oa an Dauried. Chersonesus eo stumm latinaet an anv.
Diwezhatoc'h e troas da Херсонес Таврійський C'hersones Tavriysʹkyy "C'hersones Taorek" en ukraineg ; heñvelanvet eo al lec'h e ruseg, hogen disheñvel eo an distagadur : Херсонес Таврический C'hirsones Tavricheskiy.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Vvet kantved kt JK, Dorianed deuet eus Hērákleia Pontikḗ e Bithynia war aod kreistez ar Mor Du a stalias ur porzh en dourioù don e mervent al ledenez, war harzoù tiriad an Dauried.
Tamm-ha-tamm e troas ar porzh d'ur gêr vihan emren. A-hed ar braz eus mare Henc'hres klasel (500 kt JK – 300 kt JK) e oa C'hersones un demokratelezh renet gant pennoù dilennet (ἄρχοντες árchontes "aotrouien") hag ur C'huzul (Δεμιούργοι demiourgoi "krouerien"). Gant an amzer e troas da nemeurveliek, pa chomas ar galloud gant an aotrouien hepken[4].
E dibenn ar Iañ kantved e voe harluet ar pab Clemens Romanus da C'hesones[5].
Adalek kreiz ar IVe kantved kt JK en em astennas kêr a-hed an Norzh betek Κερκινίτις Kerkinítis ((uk) Євпаторія Yevpatoriya hiziv) en ur sevel difennoù niverus a-enep Rouantelezh ar Bosfor, ar Skited hag an Dorianed. En aner avat, pa rankas goulenn skoazell digant Mithridates Eupator hag e jeneral Diofantos e-tro ar bloaz 110 kent JK a-raok bezañ aloubet gant Rouantelezh ar Bosfor. Da sujed ar Republik roman e troas ha goude-se d'an Impalaeriezh roman, a gasas di ur gwarnizon adalek kreiz ar Iañ kantved kt JK betek ar bloavezhioù 370, ar bloaz ma voe kemeret gant an Huned.
E deroù ar Grennamzer e voe perc'hennet gant Impalaeriezh Bizantion. Er bloaz 581 e voe sezizet gant Göktürked an impalaer (kagan) Ichbara[6]. Skañv e oa beli Bizantion, ne veze gwelet nemet dre ur gwarnizon a wareze kêr ; emren de facto e oa C'hersones neuze, en eskemm ouzh difenn ar vro enep Rouantelezh Bosfor hag ar pobladoù kentidik bepred.[4].
E 695 e voe harluet an impalaer bizantat Justinian II da C'hersones[7].
Er bloaz 833, an impalaer Theofilos (ren : 829-842) a gasas ur c'hannad da ren kêr hag he rannvro e-lec'h an árchontes ; dre-se e voe staliet θέμα Χερσῶνος, thema Chersōnos, ur rann velestradurel eus an Impalaeriezh hag a droas d'ur greizenn genwerzh pouezus er Mor Du. Betek ar bloavezhioù 980 e chomas dindan veli Bizantion kent bezañ kemeret gant Volodymyr Iañ, priñs Rous Kyiv e 988.
Goude ar Pevare Kroaziadeg (1202-1204) e troas C'hersones da Briñselezh Theodoro (Θεοδωρώ)[8] dindan veli Unveliezh Trapezous (Αυτοκρατορία της Τραπεζούντας Aftokratoría tis Trapezoúntas ; Trapezous e oa ar gêr-benn[9]), unan eus an teir stad a voe goude diskar Impalaeriezh Bizantion[10] Ar Geoded-Stad c'hresian diwezhañ e voe C'hersones neuze. Preizhet e voe e 1299 gant Mongoled
E deroù an XIIIvet kantved e voe gwanaet ar Stad gant Republik Genova, a verzas ouzh ar C'hresianed da ober nep kenwerzh gant ar Briñselezh[4].
E 1461 e voe sezizet Trapezous gant an Otomaned ; dizalc'h diouzh beli an Unveliezh e voe Priñselezh Theodoro, hogen ne c'hallas ket padout : aloubet gant an Otomaned e voe e 1475, ha dilezet e voe e dibenn ar c'hantved.
Istor relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Katolik roman e oa bet C'hersones a-raok ar Skism Kornôg-Reter e 1054 ; ortodoks e voe goude. Kantvedoù-pad ez eo bet un eskopti kent bezañ un arc'heskopti abred a-walc'h, pan eo meneget evel-se e Notitiae Episcopatuum ("Kemennoù an eskoptioù") er VIIvet kantved gant patriark Kergustentin[11].
Daoust d'ar skism, un eskopti katolik a voe staliet e Krimea hogen un eskob hepken a voe, anvet Ricardus Anglicus[12]. Da get ec'h eas an arc'heskopti goude aloubadeg an Otomaned. Ur "sez titlet" eo hiziv, eleze un eskopti goullo pa n'eus nag eskob na parrezioù ennañ.
Henoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E bannlev Sevastopol emañ aspadennoù C'hersones hiziv. Adalek 1827 e voe furchet gant Rused.
Ur voger-zifenn e doare Bizantion, war-dro 3,5 km he hirder, a c'hronne kêr war un dachenn 30 hektar he gorread ; etre 3,5 ha 4 metr e oa he zevder, etre 8 ha 10 metr he uhelder, gant tourioù a c'halle tizhout 12 metr. Gwele ur voger c'hresian bet savet er IVvet kantved kent JK zo bet kavet dindani e tu reter kêr[4].
Meur a stil zo bet kavet d'ar savadurioù : gresian, roman ha bizantat, en o zouez un azeuldi gresian, ur c'helc'hva roman ha meur a iliz e doare Bizantion koulz e stumm ur groaz ha war an hir hepken — betek an XIIIvet kantved e padas ar re hir, ar pezh na gaved mui a-werso er broioù gresianek[4].
Tro-dro da C'hersones ez eus meur a gilometrad-karrez tachennoù krin a oa bet parkeier gwechall gozh ; dismantroù gwaskelloù ha tourioù-ged zo bet kavet enno.
Kalz pezhioù-moneiz eus an IIIvet kantved kent JK betek tro-dro d'ar bloaz 200 zo bet kavet, lod eus Bizantion en o mesk[4].
Dre furchal bezioù e teuas anat e oa disheñvel lidoù-kañv annezidi C'hersones diouzh re ar C'hresianed : pep maen-bez a verk un den hepken e-lec'h un tiegezh a-bezh ; ne gaver delwenn ebet, gourizoù skoulmek hag armoù hepken. Bugale a oa e tremen an hanter eus ar bezioù ; dre ma'z eus bet kavet relegoù devet e soñjer e oa bet tangwallet kêr d'ur mare, marteze pa oa bet preizhet gant ar Vongoled e 1299.
Er bloaz 2009 e c'houlennas Maodiern an Difenn ukrainat ma vefe treuzkaset mirlec'h lestraz Rusia ar Mor Du eus C'hersones d'ul lec'h all peogwir e vire ouzh al lec'hienn a vezañ degemeret e Glad bedel UNESCO ; graet e voe, ha degemeret e voe C'hersones war ar roll e 2013.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Stolba, Vladimir F. The Oath of Chersonesos and the Chersonesean Economy in the Early Hellenistic Period. In : Archibald, Zofia H. & Davies, John K. & Gabrielsen, Vincent (skridaozerien) : Making, Moving and Managing – The New World of Ancient Economies, 323-31 BC. Oxford : Oxford Books, 2005 (ISBN 978-1-84217-157-8), 'pp. 298-321'. Kavet : 15 Meu 24.
- ↑ (en) 'The oath of the citizens of Chersonesos'. Kavet : 15 Meu 24.
- ↑ (en) {cite web|url=https://whc.unesco.org/en/list/1411/ |title=UNESCO|accessdate=15 Meu 24}}
- ↑ 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 ha4,5 (en) 'Encyclopædia Britannica, 1911, p. 86.. Kavet : 15 Meu 24.
- ↑ (en) 'Catholic Encyclopedia (1913). Kavet : 15 Meu 24.
- ↑ Marvet e 587 ; ren : 581-587.
- ↑ (en) Ostrogorsky, George (1956). History of the Byzantine State. New Brunswick, New Jersey : Rutgers University Press, 1986 (ISBN 978-0-8135-1198-6)
- ↑ Ar gêr-benn ; Мангуп Mangup hiziv.
- ↑ Trabzon e Turkia hiziv.
- ↑ An div all o vezañ Despotelezh Ipiros (Δεσποτᾶτον τῆς Ἠπείρου Despotáton tís Ipeírou) hag Unveliezh Nikaea (Αυτοκρατορία της Νίκαιας Aftokratoría tis Níkaias).
- ↑ (en) ''Pseudo-epiphanius, nototia episcopatuum. Kavet : 15 Meu 24.
- ↑ (la) Eubel, Conradum (Konrad). Hierarchia Catholica Medii Aevi, levrenn I. Manati Regensberg, 1913, p. 184.. Kavet : 15 Meu 24.