[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Briatadenn

Eus Wikipedia
Div vignonez stadunanat oc'h en em vriata.

Ur briata, pe vriatadenn (eus ar verb briata, deuet eus an anv briad, deuet eus brec'hiad, diwar ar ger brec'h) a vez graet pa gemerer un dra bennak, pe un den, etre an divvrec'h.

Pa vez daou zen oc'h en em vriata e reont alies gant ur vrec'h en-dro da c'houzoug an den briataet hag unan dindan e gazel, hag e reont ur stardadenn hir pe hiroc'h hervez nerzh o santad. Pokat ha flourañ a c'hall bezañ graet war un dro ivez.

Neuze e tiskouezont mignoniezh, breudeuriezh, kenhoal pe karantez, hervez o sevenadur. A-wechoù e vez graet ivez evit saludiñ pe evit frealziñ.

An Norzhamerikaned zo boas d'en em vriata alies, ar pezh n'eo ket ken boas a se gant an dud e broioù all, pe ne vez ket graet morse ganto zoken, boazioù all ne lavarer ket evel en em stardañ o dorn, joentrañ an daouarn ha/pe stouiñ (en Azia), pe lavarout ur dra bennak.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.