Brezel Granada
Brezel Granada (Guerra de Granada e spagnoleg), pe Brezelioù Granada, eo ar brezelioù kaset gant rouantelezhioù Kastilha hag Aragon etre 1482 ha 1492 da gemer Rouantelezh Granada.
Trec'h e voe armeoù Spagn, kaset gant ar roue Fernando II Aragon war re Mohammed XII az-Zughbî, anavezet ivez evel Boabdil, ha fin a voe lakaet d'ar vezañs vuzulman e Spagn e 1492, an año crucial hervez istorourien Spagn.
An div gostezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rouantelezhioù kristen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouarnet eo an div rouantelezh, Aragon ha kastilha, gant ar re n'anver ket c'hoazh Rouaned katolik, Isabel Kastilha hag he fried Fernando II d'Aragon, rak dimezet e oant en 1469. En 1474 e oa marvet Enrique IV, roue Kastilha ha breur Izabel, ha bugel ebet n'en doa nemet ur verc'h hag a oa bastardez hervez ar vrud. Savet bec'h neuze er vro, met trec'h e oa bet Izabel a-benn ar fin en 1479. Daoust da se e oa prest an uhelidi, kostezenn merc'h Enrique koulz ha kostezenn Izabel, d'en em sevel adarre dre ma veze krennet o galloud. En Aragon e oa krog Fernando da ren war-lerc'h e dad en 1479. Evit kreñvaat o galloud hag unvaniñ o div rouantelezh e fellas d'ar rouaned lakaat an uhelidi da genlabourat da gas ar Reconquista da benn, seul aesoc'h a se ma oa prest ar varoned da vrezeliñ evit douaroù hag enorioù.