[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Brezel Nagorno-Karabac'h

Eus Wikipedia
Brezel Nagorno-Karabac'h Kentañ
brezel
Rann eusNagorno-Karabakh conflict Kemmañ
Lec'hAzerbaidjan, Nagorno-Karabac'h, Armenia, Karabakh Kemmañ
Deiziad kregiñ20 C'hwe 1988 Kemmañ
Deiziad echuiñ16 Mae 1994 Kemmañ
EfedBishkek Protocol, Turkia Kemmañ
Kartenn ar c'horn-bro

Brezel Nagorno-Karabac'h zo ur brezel bet etre miz C'hwevrer 1988 ha miz Mae 1994 e Nagorno-Karabac'h, ur rannvro e mervent Azerbaidjan, etre an Armeniz a yae d'ober ar muiañniver er rannvro hag Armenia diouzh un tu hag Azerbaidjan diouzh an tu all. D'ar 26 a viz C'hwevrer 1988 e tibunas ur milion a Armeniz e straedoù Yerevan a-benn goulenn stagadenn an Nagorno-Karabac'h ouzh o bro. D'ar memes koulz, ur referendom aozet en enklozadur a ziskouezas an hevelep c'hoant gant an dud bet o votiñ. Goude dismantr an URSS ec'h eas an enebiezh etre Armeniz hag Azered war rustaat.

An emgannoù taerañ zo bet er goañv 1992 hag an hanterouriezh etrebroadel a ginnigas diskoulmoù en aner. En hañv 1993 e voe aloubet rannvroioù en diavaez eus an enklozadur gant an Armeniz. E 1994 e oa 9% eus tiriad Azerbaidjan (ouzhpenn d'an Nagorno-Karabac'h) dindan dalc'h an Armeniz. Ar brezel zo bet kaoz eus dilec'hiadeg 400.000 Armeniad hag 800.000 Azerbaidjanad.

Red an darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 22 a viz C'hwevrer 1988, e-kichen kêr Askeran, e c'hoarvezas krogadoù etre Armeniz hag Azeriz a voe kaoz eus marv daou Azerad yaouank lazhet gant ur polis. Diwar-se e voe aozet ur pogrom e kêr Sumqayıt, nepell eus Bakou, a-enep an Armeniz a oa o chom eno. Hervez ar statistikoù ofisiel e vije bet lazhet 32 den e-kerzh an darvoudoù-se a badas 3 devezh, betek ar 1añ a viz Meurzh pa erruas ar Soviediz da lakaat un termen dezho.

E miz Gwengolo 1988 e tiviz Mikhail Gorbatchev kas an arme da Armenia a-benn sioulaat an traoù, en aner.

Miz Genver 1990

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar ar stourmoù-se ec'h a Armeniz eus Azerbaidjan da glask repu en Armenia hag Azeriz eus Armenia d'ober kement-all en Azerbaidjan. E miz Genver 1989 e tiviz Moskou lakaat an Nagorno-Karabac'h en e c'halloud, ar pezh zo deuet mat gant an Armeniz. En hañv 1989 e paouez ar rouedad hent-houarn da vont en-dro etre Armenia hag Azerbaidjan.

E miz Genver 1990 e c'hoarvez adarre ur pogrom ouzh an Armeniz e Bakou. Disklêriet eo ar stad a reuziad hag ur c'heulfe zo lakaet e plas. Ledanaat a ra ar stourmoù e kêrioù all eus Azerbaidjan hag en Nac'htchevan.

Goude an URSS

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin 1991 eo disklêriet dizalc'hiezh Armenia hag Azerbaidjan. D'an 10 a viz Kerzu e vez aozet ur referendom en Nagorno-Karabac'h gant parlamantidi. Votiñ a ra an Armeniz evit dizalc'hiezh ar rannvro pa diviz an Azeriz boikotiñ ar votadeg. D'ar 6 a viz Genver 1992 e tisklêr an Nagorno-Karabac'h e dizalc'hiezh. An nerzhioù soviedel hag a oa aet kuit diouzh ar c'horn-bro da heul dismantr an URSS a zistro nebeud goude, e penn kentañ 1992, da heul krouidigezh Kenglad ar Stadoù Dizalc'h. En em staliañ a reont e Stepanakert.

Lazhadeg Xocalı

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al liamm nemetañ dre zouar etre Armenia hag an Nagorno-Karabac'h eo trepas Laçın, ur rann-douar strizh ha meneziek. Aerborzh nemetañ ar rannvro zo e kêr Xocalı, e hanternoz Stepanakert, gant 6 000-10 000 annezad enni. Ul lec'hienn kanolierezh eo ivez hag abaoe an 23 a viz C'hwevrer eo diouti e teu ar bombezadegoù war ar bagadoù armenian ha rusian e Stepanakert. E fin miz C'hwevrer eo gronnet Xocalı ha prest an Armeniz, sikouret gant ar Rusianed, da aloubiñ kêr. Buan e teuont a-benn da dapout ar c'hreñv war an difennerien azerat a glask tec'hel kuit asambles gant ar boblañs war-zu kêr Ağdam. Goude bezañ aloubet Xocalı en em lak an Armeniz da dennañ war an dec'hidi, soudarded koulz ha siviled. Kantadoù ag Azeriz a varvas el lazhadeg-se.

Reuz e Bakou

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 9 a viz Mae 1992, goude emgannoù taer, e teu a-benn an Armeniz da c'hounit Şuşa, lec'hienn diwezhañ an Azeriz er rannvro. Ha d'an 18 a viz Mae e kemeront Laçın ha digeriñ evel-se un hent da liammañ Armenia ouzh an Nagorno-Karabac'h. Skarzhañ a reont holl annezidi azerat diouzh kêr. Reuz a sav en Azerbaidjan goude ar c'holloù-se. D'ar 6 a viz Meurzh, goude lazhadeg Xocalı, eo rediet ar prezidant Ayaz Mütəllibov da reiñ e dilez. Yaqub Mammadov, prezidant ar parlamant, a gemer ar garg da c'hortoz met goude koll Şuşa eo skarzhet hag adlakaet Mütəllibov e plas. Emgannoù a c'hoarvez neuze e Bakou ha kouezhañ a ra Mütəllibov. D'ar 7 a viz Even eo dilennet Əbülfəz Elçibəy.

E miz Ebrel 1993 eo trec'h an Armeniz war an Azeriz e Kəlbəcər, ur rayon en diavaez eus an Nagorno-Karabac'h poblet gant Kurded hag Azered. Klemmoù etrebroadel a sav a-enep an Armeniz. E Bakou eo rediet Elçibəy da reiñ e zilez d'an 18 a viz Even ha lakaet eo Heydər Əliyev en e blas. Tennañ a ra gounid an Armeniz eus breskder gouarnamant Bakou hag aloubiñ a reont rayonoù all en diavaez eus an Nagorno-Karabac'h : Ağdam, Füzuli, Cəbrayıl ha Zəngilan.

Harz-tennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tiriad republik Nagorno-Karabac'h hiziv an deiz

D'ar 16 a viz Mae 1994 en em vod renerien Armenia, Azerbaidjan, Karabac'h ha Rusia e Moskou ha sinet eo un harz-tennañ gant an daou gostez. N'eo ket diskoulmet ar c'hudennoù evit kement-se ha daoust da veur a emgav e chom stanket an traoù hag en arvar emañ ar peoc'h c'hoazh. N'eo ket anavezet republik Nagorno-Karabac'h hag aloubet eo c'hoazh meur a rayon azerat gant an Armeniz.