Breserezh Lancelot
Neuz
Breserezh Lancelot
Deiziad krouiñ | 1999 |
---|---|
Anvet diwar | Bernard Lancelot |
Stad | Frañs |
E tiriad | Roz-Sant-Andrev, Traoñ-an-Oud |
Daveennoù douaroniel | 47°52′16″N 2°28′32″W |
Oberataer | Q115796707 |
Produ | bier |
Lec'hienn ofisiel | http://brasserie-lancelot.bzh/ |
Ar vreserezh Lancelot zo ur vreserezh bier krouet en 1990 gant Bernard Lancelot e Roz-Sant-Andrev e Breizh-Uhel, er Morbihan.
E 2020 eo bet prenet gant ar stroll gall Agrial.
Bier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dek bier zo betek-hen, naturel, hep bout silet, graet war o goell. Roet ez eus bet dezho anvioù a denn da istor ha sevenadur Breizh dreist-holl. Sede o anvioù ar re a gaver en boutailhoù:
- La Blanche Hermine (bier), bier gwenn skañv, 4%, eus ar c'hentañ pa vez tomm,
- La Blanche Hermine IPA, bier gwenn diwar houpez, 4%,
- La Duchesse Anne, 6,5%,
- Cervoise Lancelot, 6%, diaes da gavout,
- Les Bonnets Rouges, ruz e liv, graet gant skav, 5,5%
- Telenn Du, bier du nemetañ ar vreserezh, hag an hini nemetañ un anv brezhonek dezhañ, 4,5%, a denn un tamm d'ar guinness, bet anvet diwar anv ar ouenn ed-du Harpe noire.
- XI.I Samhain, bier du hag a vez breset ur wech ar bloaz, d'an 1 a viz Du, da lidañ Samhain 11% alkool,
- Pays de Cocagne
- Lancelot, bier melen, 6%
- Morgane, bier melen organek, a gaver ivez er stalioù boued organek,
Hag ivez
- Dragons, diouzh ar wask hepken, damheñvel ouzh Double Dragon Felin Foel (bier eus Kembre).
Traoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn bier a vez graet er vreserezh:
- Breizh Cola, brudet a-walc'h
- chouchenn Lancelot, divrud evit ar poent
- limonad Lancelot.