[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Boyar

Eus Wikipedia
Boyar rus er XVIIvet kantved.

Ur boyar pe boyer (eus ar ger rusek боярин : boiarin, hag eus ar ger roumanek boier) zo un den eus an noblañs er broioù reizhkredennek slavek e Retereuropa (arc'hont er broioù gresianek). Bez e oa anezho e Rus' Kiev hag e broioù reizhkredennek ar Balkanoù, hag anvet joupan pe ispan (e bulgareg жупан, e roumaneg jupân, e gresianeg γύπηανὀς, diwar ar slavoneg жупънь : mestr an douar). Adalek ar XIVvet kantved e oa anavezet ar ger « boyar » betek e priñselezhioù roumanek Transilvania, Moldavia ha Valakia (boier e roumaneg), pan eas ar renkad da get er Balkanoù hag e kreisteiz Ukraina, gant an aloubadeg turk.

Ma oa titloù noblañs ar gerioù boyar pe жупънь - ispan ( evel dug, kont, markiz, baron) ne oa gwir evit an anvioù Князь - kniaz, na voivod, hospodar, a oa anvioù kargoù, ha diskarget pe torret a garg e c'halled bezañ, pe prenañ ar garg a c'halled ivez. Er priñselezhioù rouman e veze dilennet ar priñs gant bodadeg ar voyared.