Asgard
Asgard (hennorseg : Ásgarðr; "Gorzh an Æsir") zo unan eus an nav bed disheñvel er mitologiezh norzhek. Bro pe kêrbenn bennañ doueed Skandinavia an hini eo. Gronnet eo, hervez Gylfaginning, gant ur vur diechu a vije bet savet gant ur ramz eus meuriad an Hrimthured gant sikour e varc'h Svadilfari. Emañ Valhalla e-barzh Asgard. Odin hag e wreg, Frigg, eo renerien Asgard.
Savidigezh Ásgard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa Asgard gant mibien Borr, Odin, Vili ha Ve, goude bezañ krouet an dud[1]. Savet e oa e vogerioù diwezhatoc'h avat gant ur ramz deuet d'en em ginnnig d'ober al labour dindan stumm ul labourer (smiðr).
Idavoll (Iðavöllr : "kompezenn oc'h adc'henel[2]) eo anv ar gompezenn ma ma tiazezas Odin ha ma choazas 12 Aesir all da ren gantañ[3]. Sevel a reas an doueed temploù ha govelioù enni. Labourat a rejont ar metal ha sevel binviji. C'hoari a raent en o zier war tablezennoù aour met ne ouier ket da beseurt c'hoari[4]. Goude Ragnarök, hervez ar mojennoù kozh, e tistroio an azed da Idavoll, ma oa Asgard gwezhall :
"Eno ivez e teuio mibien Thor, Modi ha Magni, a vo perc'henn war Mjöllnir. Eno ivez ez aio Baldr et Hodr, o tont eus Hel. Holl a-gevret e azezint hag e tivizint : komz a raint eus o c'hevrinoù kozh hag eus an holl zarvoudoù a c'hoarvezas gwezhall, eus naer Midgard hag eus ar bleiz Fenrir. Kavout a raint er geot an tablezennoù aour a oa bet implijet gant an Azed[5].
Ar mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mammennoù pennañ diwar-benn Asgard a zeu eus an Edda e komz-plaen, skrivet en XIIIvet kantved gant Snorri Sturluson, en Island, hag an Edda e gwerzennoù, skrivet en XIIIvet kantved diwar mammennoù koshoc'h.
An Edda e gwerzennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Völuspá, kentañ barzhoneg an oberenn, a veneg perzhioù hag annezidi Asgard taolennet gant Snorri, evel Yggdrasil hag Iðavöllr.
An Edda e komz-plaen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer eno daou sell dishenvel war Asgard.
Raklavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Raklavar e kinnig Snorri ur jubennadur levezonet gant ar gristeniezh ha damkanioù Evhemeros eus mitologiezh hag eus mojennoù e hendadoù. Asgard, hervezañ, eo kêr an Æsir (Ás en unander) en As-ia. Sevel a ra e-giz-se ul liamm etimologiezh poblek etre an tri "As-", da lâret eo an Æsir a oa "tud eus Azia", ket doueed, a veajas eus Azia d'an norzh hag a zimezas lod anezhe gant tud eus ar pobloù a oa o chom er vro endev. Jubennadur Snorri en XIIIvet a ziougan hini an XXvet gant an Indezeuropeaned oc'h erruout eus ar reter e Skandinavia.
Snorri a skriv pelloc'h ez eo Asgard ur vro strujusoc'h evit forzh pehini, benniget ivez gant ar stank m'eo an aour hag ar mein-prizius ennañ. An Æsir zo ivez an dud kreñvañ, bravañ hag ar re ar muiañ donezonet zo er bed.
Kinnig a ra Snorri lec'hiañ Asgard e Troia, kreiz an Douar. E-kichen e vije bet 12 rouantelezh ha 12 penn. Unan anezhe, Munon, a euredas merc'h Priam, Troan, hag e vab a oa lakaet Trór, distaget Thor en hennorseg, a oa maget e Trakia diwezhatoc'h.
Ergerzhout a reas an douaroù hag e vab, Odin, en dije kaset e bobl e broioù an norzh, ma timezjont gant maouezed eus ar vro ha m'o doe bugale niverus. Evel se e oa poblet buan holl vroioù an norzh gant Aesir. Unan eus mibien Odin a vije bet Yngvi, saver an Ynglingared, unan eus kentañ tiegezhioù rouanez Sveden.
Gylfaginning
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Gylfaginning e ro Snorri ar stumm eus ar vitologiezh en deus kavet en e vammennoù. D'ar c'houlz-se e veze gounezet tud d'ar feiz katolik en Island c'hoazh. Ne c'halle ket avat kinnig ar vitologiezh-se evel hini ur relijion vev ha kenkoulz hag ar gristeniezh. Ijin a ra istor Gylfi, roue Sveden a-raok an Æsir, a veaj betek Asgard hag a gav eno ur palez bras (ar Valhalla).
Kejañ a ra eno gant tri den, hag e sav goulennoù gante diwar-benn Asgard hag an Æsir. Da c'houde e tiskuliont dezhañ ar vitologiezh kozh met en diwezh e tianad ar palez hag an dud en un tarzh kurun ha Gylfi en em gav e-unan-penn er gompezenn, touellet (kevrenn 59).
En danevell e oa renet Asgard gant an doue koshañ, dezhañ 12 anv. Ren a rae pep tra ha krouet en doa an Douar hag an neñv (kevrenn 3). Kregiñ a ra an danevell gant ur vojenn gemplezh diwar-benn krouidigezh ar bed. Ar vuoc'h kosmek a zieubas Buri diouzh ar skorn dre forzh e lipat. mibien-vihan Buri, a oa Odin, Vili ha Ve, a savas an hollved ha Midgard en e greiz d'ar c'hentañ koublad tud, Ask hag Embla, da vevañ ennañ.
Mibien Bor (mab Buri) a savas Asgard da c'houde (Snorri a lavar en-dro er gevrenn 9 ez eo Troia) da vezañ kenkiz an Æsir, a oa doueed. Odin zo diskouezet evel an tad hollc'halloudek. Emañ Asgard war an Douar hervez an danevell. ur ganevedenn, Bifrost, er liamm ouzh an neñv (kevrenn 13). En Asgard ez eus un templ evit an 12 doue ivez, Gladsheim, hag unan all evit an 12 doueez, Vingolf. Kreiz Asgard eo kompezenn Idavoll (Kevrenn 14). Tolpiñ a ra an doueed eno bemdez e-kichen eienenn Urd, dindan ar wezenn, Yggdrasil, evit komz eus tonkad an dud hag an doueed.
Goude e teskriv Snorri an doueed. Anv a ra ivez eus ar Valkiriezed, gwerc'hezed ar brezel a vez kaset gant Odin da reiñ ar marv pe ar viktor d'e vrezelourien. Reiñ a ra anv 13 Valkirienn er gevrenn 37 hag e ro mammenn an titouroù-se : barzhoneg an Edda e gwerzennoù zo anvet Grímnismál. Palez Odin eo ar Valhalla ha lakaat a ra kas eno ar soudarded kalonek diskaret en emgannoù, an Einherjar (kevrenn 20). Disklêriañ a ra Snorri : "Un engroez bras zo eno, hag kalz muioc'h a vo ..." (kevrenn 39). Pleustriñ a reont bemdez evit an emgann a zle c'hoarvezout da vare fin ar bed ha banveziñ a reont gant ar Valkiried.
E diwezh ar rannbennad e tanevell Snorri istor Ragnarök, serr-noz an doueed. Tennañ a ra kalz d'an Apokalips kristen, en deus bet ul levezon greñv war ar skrivagner evel-just. Kregiñ a ray gant tri goañvezhiad erc'h hep hañv etreze. Heuliet e vint gant brezelioù, krenoù-douar, ha barroù-reverzhi. Digeriñ a ray bolz an neñv ha mibien Muspell a dremeno drezañ war varc'h da zistrujañ pep tra. Klask a raint antren en Asgard met terriñ a raio Bifrost (kevrenn 55). Heimdall a c'hwezo en e gorn-boud, Gjöll, ha mont a ray an Æsir hag an Einherjared d'an emgann. Mervel a raio neuze ar pep brasañ eus an doueed ha distrujet e vo Asgard. Skrivañ a ra Snorri : "Du e teuio an heol da vezañ, gouelediñ a raio an Douar er mor, ha dianadiñ a raio ar stered skedus diouzh an oabl ;...." (kevrenn 56).
Goude-se e savo an Douar diouzh ar mor adarre, bravoc'h evit kent, hag e lec'h ma oa Asgard kent en em vodo an nemorant eus an Æsir da gomz ha da c'hoari echedoù a-hed an deiz gant pezhioù echedoù aour an Æsir kozh, kavet gante e-mesk ar geot (kevrenn 58).
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hervez an American Heritage Dictionary of the English Language, Asgard a zeufe eus an hennorseg āss, doue + gardhr, kloz ; eus ar wrizienn Indezeuropek ansu- spered, droukspered (sellet ouzh ar ger kar ahura) + gher- grasp, kloz (sellet ouzh ar gerioù kar garzh, "garden" ha "yard")[6].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gylfaginning 9
- ↑ Snorri Sturluson, François-Xavier Dillmann, op. cit. p. 155
- ↑ Gylfaginning 14
- ↑ Voluspa 7-8
- ↑ Gylfaginning 53
- ↑ "Asgard", American Heritage Dictionary of the English Language, 2000, Houghton Mifflin Company ; sellet ivez ouzh ansu- ha gher-1 en "Appendix I: Indo-European Roots" en hevelep oberenn.