[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ar steredoniour

Eus Wikipedia
Ar steredoniour
Johannes Vermeer, 1668
eoullivadur war lien
51 × 45 cm
Mirdi al Louvre
Pariz
Frañs

Ar steredoniour (nederlandeg : De Astronoom) a zo un eoullivadur bet livet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e 1668. War ziskouez emañ e Mirdi al Louvre e Pariz.[1]

Alies e pledas livourien izelvroat ar XVIIvet kantved gant poltredoù skiantourien[1] . Ouzhpenn Ar steredoniour e livas Vermeer un daolenn anvet An douaroniour. Soñjal a reer ez eo ar memes den a zo livet,[2],[3],[4] marteze a-walc'h Anton van Leeuwenhoek[5].

Diskouezet splann eo micher ar steredoniour gant ar voul-zouar (hini Jodocus Hondius) hag al levr war an daol : Institutiones Astronomicae Geographicae gant Metius.[2][3][4] Un arouez eo ivez al levr digoret war bajenn al Levrenn III, ma lenner ez eo aliet ar steredoniourien da glask «awen an aotrou Doue». Ouzh ar voger ez eus un daolenn ma weler kavadenn Moizez, hemañ a c'hallfe bezañ un arouez eus ar ouiziegezh hag eus ar skiantoù[6].

Perc'hennet e voe an daolenn gant Edouard de Rothschild, hag e 1940 e voe laeret digantañ gant an Einsatzstab Reichsleiter Rosenberg für die Besetzten Gebiete goude aloubidigezh Frañs gant arme an Trede Reich. Ur svastika bihan a voe peget a-dreñv an daolenn. Roet e voe d'an tiegezh Rothschild goude an Eil Brezel-bed, ha roet da virdi al Louvre e 1982.[7]

  1. 1,0 ha1,1 L'Astronome ou plutôt L'Astrologue, Atlas: the database of the exhibited works of art, Musée du Louvre, http://cartelen.louvre.fr/cartelen/visite?srv=car_not_frame&idNotice=25889
  2. 2,0 ha2,1 Bailey Anthony :Vermeer: A View of Delft, 2001, p.165–170 http://essentialvermeer.20m.com/cat_about/astronomer.htm ISBN 0-8050-6930-5
  3. 3,0 ha3,1 Bailey, Martin : Vermeer, 1995, p. 102–104 http://essentialvermeer.20m.com/cat_about/astronomer.htm
  4. 4,0 ha4,1 van Berkel, Klaas : The Scholarly World of Vermeer Vermeer and the Representation of Science, p. 13–14 http://essentialvermeer.20m.com/cat_about/astronomer.htm ISBN 90-400-9825-5
  5. Van Berkel, K. (February 24 1996). Vermeer, Van Leeuwenhoek en De Astronoom. Vrij Nederland (Dutch magazine), p. 62–67.
  6. Acts 7:22
  7. Feliciano Hector :The Lost Museum: The Nazi Conspiracy to Steal the World's Greatest Works of Art, Basic Books, 1998 ISBN 0-465-04191-4