[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ar Gemene

Eus Wikipedia
Ar Gemene
Ar maerdi
Ar maerdi
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Guémené-sur-Scorff
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin (pennlec'h)
Kod kumun 56073
Kod post 56160
Maer
Amzer gefridi
René Le Moullec
2014-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr)www.guemenesurscorff.com
Poblañsouriezh
Poblañs 1 059 ann. (2020)[1]
Stankter 905 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 04′ 09″ Norzh
3° 12′ 06″ Kornôg
/ 48.0691666667, -3.20166666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 137 m
bihanañ 118 m — brasañ 180 m
Gorread 1,17 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ar Gemene

Ar Gemene a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton ar Gemene e oa betek 2015.

  • War lez ar stêr Skorf emañ ar Gemene.
  • (fr)Dauzat ha Rostaing(1963-1978) : "Kemenet-Guégant, 1160; hen-brezhoneg kemenet, dalc'h, gounidigezh, eus al commendare (J. Loth); Guégant, anv den"
  • (br)Erwan Vallerie (1995) : Guemenet  ? 1516[2].
  • Palefarzhet : ouzh 1 en gul e nav mailhenn en aour ; ouzh 2 en erminoù ; ouzh 3 geotet e dreustell gommek en glazur ; ouzh 4 en gul e groaz koñchek en aour.

Brezel-bed kentañ

  • 111 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,32 % eus he foblañs e 1911[5].

Eil Brezel-bed

  • D'an 19 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman er Gemene[6].
  • D’an 30 a viz Du 1943 e voe taget an archerdi gant tud eus ar Rezistañs ha kemeret ar pistolennoù gante[7],[8].
  • Er skol Santez-Anna e voe toullbac'het tud ag ar Rezistañs gant an Alamaned[9].
  • Div Yuzevez, ur plac'hig, Liliane Segal hag he mamm, Sala Segal, a voe serret gant an Alamaned d'ar 4 a viz Genver 1944; kuitaet o doa Pariz evit mont d'an Oriant, met dav oa bet dezhe dilojañ eus an Oriant abalamour d'ar bombezadegoù e miz C'hwevrer 1943 evit klask repu e Ploue da gentañ hag er Gemene da c'houde. E penn-kentañ miz C'hwevrer 1944 e chomjont e-pad un nebeud deizioù e kamp Drancy a-raok bout kaset, evel pemp Yuzev arall bet tapet en departamant er memes devezh, da Auschwitz d'an 10 a viz C'hwevrer gant ar steudad niverenn 68;
  • Ti-post, 1944: d'ar 7 a viz Ebrel e voe tapet 153 923,60 Lur en ti-post ha 315 000 Lur e ti an tailhoù gant tud eus ar Rezistañs, ha 280 528,90 Lur en ti-post d'an 23 a viz Mae[10],[11].
  • Ar Gemene a voe dieubet d'ar 4 a viz Eost 1944[12].
Anv F. Trebuil, unan eus tud ar Gemene bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz

Brezel Indez-Sina

  • Ur gwaz a varvas[16].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 [17]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi


Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1800 1801 Jean François Le Guyader
1801 1807 Louis Thomas Le Cloirec
1807 1813 Jean François Le Guyader-Dubotterff
1813 1815 Jean Marie Herpe
1815 1821 Julien Thomas Le Fur
1821 1826 Jean Marie Romain Peuchant
1826 1832 Joseph Louis Godet-Destouches
1832 1835 Jean Marie Romain Peuchant
1835 1840 Pierre Marie Le Gal
1840 1853 Jean Louis de Launay
1853 1877 Julien Peuchant
1877 1892 Louis Frédéric Champenois
1892 1897 Joseph Le Bris
1897 1900 Joseph Moroch
1900 1904 Joseph Le Bris
1904 1906 Charles Le Flahec
1906 1911 Désiré Chardevel
1911 1915 Jean François Daniel
1915 1919 Raphaël Guidy
1919 1942 Eugène Raude
1942 1944 André Le Coguic
1944 1945 Eugène Raude
1945 1945 Louis Le Ravallec
Mae 1945 1966 Charles Montmayeur
1966 1966 Jean Le Guennec
1966 Meurzh 1983 Louis Hubert
Meurzh 1983 Meurzh 2001 Jean Moec Strollad Sokialour Gall Kuzulier-departamant Kanton ar Gemene (1985-1992)
Meurzh 2001 Meurzh 2014 Christian Perron Strollad Komunour Gall Kuzulier-departamant Kanton ar Gemene (2004-2011)
2014 bremañ René Le Moullec
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[18].
  • D'ar 16 a viz Kerzu 2014 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Antoine Baurin
Kabiten ar Gemene e 1635
En glazur e gebrenn en argant heuliet gant teir c'hreskenn ivez en argant.
de Beaumez
Aotrounez ar barrez
En gul e groaz garzentek en aour.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 117, 175 ha 255
  4. (fr)Cassini - EHESS - Ar Gemene - Fichenn ar gumun
  5. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  6. (fr)1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 126
  7. (fr)Joseph Oliviéro, Christian Perron ha Yannick Perron, Résistances et maquis en centre Bretagne, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 1997, pajenn 106
  8. (fr)[http://lesamisdelaresistance56.com/index.php/51-11-la-vie-de-nos-comites/ceremonies/255-ceremonie-de-bubry Les Amis de la Résistance
  9. 9,0 ha9,1 (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 42-43
  10. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 121
  11. (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 308
  12. (fr)Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 130
  13. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  14. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 23
  15. (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  16. memorialgenweb - Monumant ar re varv
  17. {{fr} }EBSSA
  18. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936