[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Angèle Vannier

Eus Wikipedia
Angèle Vannier
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAngèle Vannier Kemmañ
Anv ganedigezhAngèle Marie Berthe Thérèse Vannier Kemmañ
Anv-bihanAngèle, Marie, Thérèse Kemmañ
Anv-familhVannier Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Eos 1917 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSant-Servan Kemmañ
Deiziad ar marv2 Kzu 1980 Kemmañ
Lec'h ar marvBazeleg-ar-Veineg Kemmañ
Lec'h douaridigezhBazeleg-ar-Veineg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherbarzh, director of radio drama, performing artist Kemmañ
Kleñveddallentez Kemmañ
Prizioù resevetPrix Valentine de Wolmar Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSACEM Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Angèle Marie Thérèse Vannier (Sant-Servan, 12 a viz Eost 1917Bazouges-la-Pérouse, 2 a viz Kerzu 1980) a oa ur varzhez c'hallek.

Desavet e oa bet betek hec’h 8 vloaz gant he mamm-gozh a-berzh mamm a oa o chom e Bazouges-la-Pérouse. Da c’houde e oa aet d’ar skol e Roazhon evit mont da apotikerez. Siwazh, skoet dall d’he 21 bloaz e voe ret dezhi paouez gant he studi.

Distro da di he bugaleaj e oa kroget da sevel barzhonegoù ha ne zistilhe da skrivañ nemet pa oant peurechu. E-pad an Eil Brezel-bed e oa en em gavet ar barzh, Théophile Briant (1891-1956). Goprad kozh en un ti-bank, deuet e oa-eñ da glask repu e Parame ha gantañ e oa bet roet ton da Angèle da genderc’hel gant ar varzhoniezh. Gant Briant e oa bet savet e Parame ar gazetenn Le Goéland he devoa kemeret perzh bras en oberezh sevenadurel Breizh.

Dimezet, aet e oa da chom da Bariz m’he devoa kejet gant Paul Éluard (1895-1952) : gantañ e oa bet savet ur rakskrid d’he dastumad L'Arbre à Feu. E 1950 he devoa skrivet ur varzhoneg hag a oa bet lakaet da ganaouenn da c’houde gant ur sonaozer war-nes ober ur vicher dispar : Philippe Gérard (1924-2014). Kanet e oa bet Le Chevalier de Paris gant Édith Piaf e 1950 ; bloaz goude e voe roet Kentañ priz ar ganaouenn c’hall dezhi. Er bed a-bezh ez eus bet 185 enrolladenn disheñvel eus ar ganaouenn mil vrudet, gant kanerien veur evel Yves Montand, Catherine Sauvage, Frank Sinatra (When the World was young), Bing Crosby, Nat King Cole ha Marlène Dietrich (Die Welt War Jung).

Ar Prix Valentine de Wolmar a voe deroet da Angèle Vannier gant an Akademiezh C'hall e 1963 evit an dastumad Choix de poèmes<ref>(fr) 'Prix Valentine de Wolmar'. Kavet : 17/09/2023..

Goude terriñ he nask e oa distroet da Vreizh d'ober annez e bazouges-la-Pérouse da vat e 1973. Diwar neuze he devoa gouestlet he buhez d’ar varzhoniezh kenkoulz dre skrid ha dre gomz. Hep pellaat re na diouzh Pariz na diouzh Roazhon he devoa berniet abadennoù barzhoniezh, abadennoù skinwel, prezegennoù e Bro-C’hall hag en estrenvro, oc’h adkavout hengoun ar varvailherien gelt. E 1975 e oa kouviadez Radioscopie, un abadenn skingomz mil anavezet kinniget gant Jacques Chancel, hag en abadenn skinwel Le Grand Échiquier, kinnget gantañ ivez.

E miz Eost 1975 he devoa savet un arvest barzhek e Théâtre de poche Hédé-Bazouges : Pierre de Nuit. Adalek 1976 betek 1980 e oa bet fiziet en Angèle gant ministrerezh c'hall an Deskadurezh-Stad ar gefridi da vont da gizidikaat ar skolajidi hag ar liseidi ouzh ar varzhoniezh.

A-hed an holl vloavezhioù-se e oa bet embannet ganti meur a varzhoneg, en o zouez :

  • Les songes de la lumière et de la brume (1947) ;
  • L'arbre à feu (1950) ;
  • La nuit ardente (1969) ;
  • Ordination de la mémoire (1976) ;
  • Brocéliande que veux-tu ? (1978).

Da Anaon ec'h eas d’an 2 a viz Kerzu 1980 e Bazouges-la-Pérouse, war-lerc’h ur c’hoariadenn e Turkia.