Tadoussac
Ur gêriadenn eus Kebek eo Tadoussac, e kember ar stêrioù Sant-Laorañs (treuz : 25 km war-dro) ha Saguenay.
Abaoe 1600 e oa ar stall c'hall gentañ evit kenwerzh ar feurioù en Amerika.
Digoret e oa bet al leti bras kentañ e 1864 : deroù ar brud touristel. Adsavet eo bet etre 1942 ha 1949. Gant he zoenn ruz ha he mogerioù e prenn livet gwenn eo ar savadur hir-se ardamez Tadoussac. Gwenn ha ruz eo « Chapel an Indianed » ivez : savet e oa bet e-kerz kentañ hanterenn ar 17vet kantved.
Trede marvailh Tadoussac eo ar balumed. E-barzh ar stêr Sant-Laorañs e chomont adalek an nevez-amzer betek dibenn an diskar-amzer. Balumed begek int (Balaenoptera acutorostrata, « petits rorquals » e galleg ha « minke whales » e saozneg) gant o eizh metr hed hag o eizh tonenn.
Kinniget e vez d'an douristed lestriñ e-bourzh ur vag-dre-dan evit gwelout anezho o lammat, splujañ, c'hwezhañ ur strink aezhenn dour dre o divfronell. Arabat d'ar bigi mont re dost diouzh ar balumed. Ret e vez dezho lazhañ ar c'heflusker evit chom hep ober trouz.