Potifar
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Pried | Zoulaic'ha, Zoulaic'ha |
Present in work | Geneliezh 37, Geneliezh 39 |
Potifar pe Putiphar (eus an henegipteg pȝ-ḥtp rˁ "prof digant Rê") a zo, e levr ar C'heneliezh, un ofiser d'ar faraon, karget d'ober war-dro gwarded ar palez.
Prenañ a reas ar sklav Jozeb a oa bet gwerzhet gant e vreudeur, ha kaset da Egipt. Deuet e oa Jozeb da vezañ penn ar vevelien. Gwreg Potifar (n'eo ket lavaret hec'h anv) a orgedas ouzh Jozeb, met eñ a nac'has kousket ganti. Tamallet e voe Jozeb neuze gant ar wreg da vezañ klasket he gwallañ, ha taolet e voe Jozeb er vac'h gant Potifar. Diwezhatoc'h e voe tennet alese gant ar faraon.
Er C'horan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er C'horan eo al-Aziz a vez graet eus Potifar, un anv hag a c'hall diskouez un den uhel e garg ha netra ken rak kement ha "galloudus" e talv Aziz en arabeg). Zouleic'ha eo anv ar wreg en hengoun an islam hag ar yuzevegezh. N'eo ket meneget anv gwreg Potifar er Bibl.
Kavadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez studiadennoù nevez e vefe anavezet Potifar evel Ptahwer, un ofiser da Amenhotep III, faraon eus an XVIIIvet tierniezh.
Taolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Lucas van Leyden, 1512
-
Sebald Beham, 1544
-
Tintoretto, 1544
-
Ludovico Cigoli, 1610
-
Guido Reni, 1631
-
Guercino, 1649
-
Philipp Veit, 1816–1817
-
Antonio María Esquivel, 1854
-
Sergueï Solomko (1855 — 1928)
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Joseph und seine Brüder, romant alamanek gant Thomas Mann (1875-1955, peder levrenn bet embannet etre 1933 ha 1943.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Thomas Mann, Joseph et ses frères
- Les histoires de Jacob, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-2925-3)
- Le jeune Joseph, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3013-6)
- Joseph en Égypte, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3074-7)
- Joseph le nourricier, Gallimard, 1980, (ISBN 978-2-0702-3102-7)