Konomor
Konomor, Conomor (Cunomorus e latin), Konveur ar stumm a-vremañ, a voe o ren en hanternoz Breizh war-dro ar bloaz 540 : priñs Poc'her ha roue Domnoneae oa. D'ar mare-se e klaske Domnonea astenn hec'hallour war Arvorig a-bezh.
Brudet e oa krizder Konomor, ken e troas da batrom an den fallakr e sevenadur Breizh hag ez eo diaes-bras diforc'hañ an Istor diouzh ar vojenn. Lakaet e vez da unan eus orinoù mojennoù ar roue Marc'h ha Paotr e varv glas. E Kernow e vez hevelebekaet ouzh Cormoran, ar ramz a zo er gontadenn Jack the Giant Killer.
Tost eo an anv Conomor d'an anvioù kembraek Cynmawr, Cynfawr ha Cynfor, "Ki meur", pe "Ki-mor" e predeneg hen.
Meneget eo an anv e lignezoù Kernow, ar pezh a gas da soñjet e vje bet Konomor o vevañ eno kant en em staliañ e Domnonea. Meneget eo e dibenn ar VIvet kantved e Decem libri historiarum Grégoire de Tours evel Chonomor[1].
- Hervez Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en vieux breton e c'hall cun- talvezout kement ha barr ul lec'h, pe bout un deveradur eus "ki" (e kounnar, da skouer). Moarvat e talvez Conomor kement ha "Penn Meur", ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki[2].
Kalz anvioù zo m'emañ ar rakger kon-, kun- enno, evel Konan da skouer hag a dalvezfe kement ha "penn" bihan ur vro, un arme. Kon- gant ar ster "ki" zo en anv Kongar (Kon- + kar).
- En anv Konogan, gant daou lostger bihanaat, e c'hall kon- talvezout kement ha 'ki" pe "kadour", hervez Gwennole ar Menn[3].
An anv Konveur zo en anv ar barrez Plougonveur, met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, trawalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.
Testenioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhezioù sent
Pezh a ouzomp diwar-benn Konomor — meur a Gonomor a c'hall bezañ bet avat — a zeu eus buhezioù sent a zo bet skrivet tost da 500 vloaz goude mare ar penn meur.
- Grégoire de Tours
Ur vammenn all eo levr Grégoire de Tours, bet meneget amañ uheloc'h, met dre ma oa an istorour enebet-ruz ouzh ar Vrezhoned en abeg d'o lidoù relijiel keltiek disheñvel diouzh ar re roman e skrivas ditouroù diwir, evel Les Bretons, depuis la mort du roi Clovis, ont toujours été sous la puissance des rois des Francs, et ils avaient des comtes, non des rois[4].
Evit a sell ouzh ar bloaz 555 en e skrid Chronicon, a gont darvoudoù istorel eus ar bloaz 455 betek ar bloaz 581, e ra Marius Avenches meneg eus ar priñs frank Chram ; en un notenn e resia an treuzyezher Marc Szwajcer penaos Chram, a oa harellet gant e vreudeur, a glaskas repu er Poc'her e ti ar c'hont Conomor, a voe faezhet gant lu Hlotar Iañ e Brelevenez (Mor-Bihan), pe er Releg e Plouneour-Menez[5].
Mojenn ar Roue kriz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den kriz-meurbet eo Konomor er mojennoù. Lazhañ a ra e wragez kerkent ha bugale gante. Hervez ar vojenn ez eus bet diouganet dezhañ e vije bet lazhet gant e vab, ha strivañ a ra d'en em zizober diouzh kement mab a zo ganet dezhañ. Ar bugel diwezhañ eo Trifina, ur santez a orin eus Sikilia, merc'h da [[Gwereg Iañ|Wwereg Iañ], c'hoar da Ganao Iañ ha da Vakliaw. Pa c'han Trifina ur mab, sant Treveur, e c'hourc'hemenn Konomor e zibennañ. Poltred ar roue kriz ha droug a vez taolennet e Buhezioù ar Sent bet skrivet pemp kantved goude e varv a ziskouez splann n'en doa ket brud vat e-touez ar venec'h kristen. Hervez lenneien a zo e c'hellfe dont ar vrud-se dre ma vije chomet feal ar roue Konomor da feiz kozh ar Gelted ha n'en doa ket asantet heuliañ ar relijion kristen.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Kerboul, Christian. Les Royaumes brittoniques au très haut Moyen-Âge. Éditions du Pontig, 1997
- (fr) Kerboul-Vilhon, Christiane. Conomor entre histoire et légende. Spézet : Keltia Graphic, 2004
- (fr) Rihouay, Gilles. Konomor, Barbe-bleue breton. Spézet : Keltia Graphic, 2001
- (fr) Cassard, Jean-Christophe. Les Bretons et la mer au Moyen-Âge. Rennes : Presses Universitaires de Rennes, 1998 (ISBN 978-2-86847-296-0)
- (fr) Fleuriot, Léon. Les Origines de la Bretagne. Paris : Payot, 1980 (ISBN 978-2-228-12711-0)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Istor sant Treveur, santez Trifin ha Konveur (e galleg)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Grégoire de Tours. Histoire des Francs, levrenn IV, §. Kavet : 09 Here 23.
- ↑ (fr) Fleuriot, Léon. Dictionnaire des gloses en vieux breton. Paris : Librairie C. Klincksiek, 1964 Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 09 Here 23.
- ↑ (fr) Le Menn, Gwennole. Grand choix de prénoms bretons. Spézet : Coop Breizh, 1990, p. 49 (ISBN 978-2-909924-01-4)
- ↑ Grégoire de Tours, op. cit, notenn ii
- ↑ (fr) 'chronicon, notenn #20. Kavet : 10/10/2023.