[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kyme

Eus Wikipedia
Stumm eus an 15 C'hwe 2022 da 09:23 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: esaouenn using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

Kyme (en henc'hresianeg Κύμη, Kumê) a oa ur geoded c'hresian eus Ionia (Azia-Vihanañ), en aod Aiolis, 40 km e norzh Smirn, e-lec'h m'emañ kêr Nemrut e Turkia bremañ. Sellet e oa outi evel unan eus o 12 keoded vrasañ gant annezidi Aiolis.

Hervez an hengoun, Pelops a savas anezhi e-pad e zistro etrezek Peloponnesos. Dont a rafe anv ar geoded diouzh un Amazonenn, alese e lesanv Amazoneion. Skrivagner dianv ur Vuhez Homeros a ra anezhi al lec'h ma oa ganet ar barzh. Hervez Strabon e voe savet ar geoded gant Gresianed a orin eus bro an Termopiloù, pa oant o tistreiñ eus Brezel Troia.

Trevadennerien loc'het eus ar geoded-se a gemeras perzh e savidigezh Cuma en Italia.

Tremen a reas ar geoded dindan ar Bersed. Rediet e oa da reiñ listri da Zarius Iañ e -512, ha da Kserses Iañ e -480. Perzh a gemeras goude e Kevre Delos evit pemp talant, ur sammad bras. E-doug ar prantad hellenistek hag an Impalaeriezh roman e oa ur geoded didrouz ha divrud. Sez un eskobiezh e voe.