[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kyme : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D top: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: using AWB
D top: esaouenn using AWB
 
Linenn 1: Linenn 1:
'''Kyme''' (en [[henc'hresianeg]] Κύμη, ''Kumê'') a oa ur [[keoded|geoded]] c'hresian eus [[Ionia]] ([[Azia-Vihanañ]]), en aod [[Aiolis]], 40 km e norzh [[Smirn]], e-lec'h m'emañ kêr Nemrut e [[Turkia]] bremañ. Sellet e oa outi evel unan eus o 12 keoded vrasañ gant annezidi Aiolis.

Hervez an hengoun, [[Pelops]] a savas anezhi e-pad e zistro etrezek [[Peloponnesos]]. Dont a rafe anv ar geoded diouzh un [[Amazonezed|Amazonenn]], alese e lesanv '''Amazoneion'''. Skrivagner dianv ur ''Vuhez Homeros'' a ra anezhi al lec'h ma oa ganet ar barzh. Hervez [[Strabon]] e voe savet ar geoded gant Gresianed a orin eus bro an [[Termopiloù]], pa oant o tistreiñ eus [[Brezel Troia]].

Stumm red eus an 15 C'hwe 2022 da 09:23

Kyme (en henc'hresianeg Κύμη, Kumê) a oa ur geoded c'hresian eus Ionia (Azia-Vihanañ), en aod Aiolis, 40 km e norzh Smirn, e-lec'h m'emañ kêr Nemrut e Turkia bremañ. Sellet e oa outi evel unan eus o 12 keoded vrasañ gant annezidi Aiolis.

Hervez an hengoun, Pelops a savas anezhi e-pad e zistro etrezek Peloponnesos. Dont a rafe anv ar geoded diouzh un Amazonenn, alese e lesanv Amazoneion. Skrivagner dianv ur Vuhez Homeros a ra anezhi al lec'h ma oa ganet ar barzh. Hervez Strabon e voe savet ar geoded gant Gresianed a orin eus bro an Termopiloù, pa oant o tistreiñ eus Brezel Troia.

Trevadennerien loc'het eus ar geoded-se a gemeras perzh e savidigezh Cuma en Italia.

Tremen a reas ar geoded dindan ar Bersed. Rediet e oa da reiñ listri da Zarius Iañ e -512, ha da Kserses Iañ e -480. Perzh a gemeras goude e Kevre Delos evit pemp talant, ur sammad bras. E-doug ar prantad hellenistek hag an Impalaeriezh roman e oa ur geoded didrouz ha divrud. Sez un eskobiezh e voe.