[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Foulk IV

Eus Wikipedia
Stumm eus an 1 C'hwe 2024 da 11:16 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Foulk IV
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFoulques IV d'Anjou Kemmañ
Anv-bihanFulk Kemmañ
Titl noblañsKont, count of Anjou Kemmañ
Deiziad ganedigezh1043 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChâteau-Landon Kemmañ
Deiziad ar marv14 Ebr 1109 Kemmañ
Lec'h ar marvAñje Kemmañ
Lec'h douaridigezhAñje Kemmañ
TadJafrez II Ferreol Kemmañ
MammErmengarde Anjev, merc'h Foulk Nerra Kemmañ
Breur pe c'hoarJafrez III, Hildegarde of Burgundy Kemmañ
PriedBertrada Montfort, Daughter of Gautier I, Orengarde de Châtelaillon, Ermengarde de Bourbon, Hildegard de Baugency Kemmañ
BugelErmengarde Anjev (dugez Breizh), Jafrez IV, Foulk V Kemmañ
FamilhHouse of Anjou Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'halleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micheristorour Kemmañ
Kargcount of Anjou Kemmañ
Prizioù resevetGolden Rose Kemmañ

Foulk IV, pe Foulk Rekin, ganet e 1043 e Château-Landon, ha marvet d'ar 14 a viz Ebrel 1109 en Anje, a oa mab da Jafrez II Ferreol, kont Gâtinais, ha da Ermengarde Anjev. Kont Anjev ha Teurgn e voe eus 1068 betek e varv.

Evit enebiñ ouzh dug Normandi Gwilherm II Normandi (Gwilherm an Alouber) e timezas e hanterc'hoar Hildegard da Gui-Geoffroy-Guillaume VIII Akitania, hag e verc'h Ermengarde Anjev da Alan IV, dug Breizh. Skoazell a roio ivez da varoned Maine pa vint emsavet ouzh dug Normandi. Rannañ a reas madoù e eontr Jafrez gant e vreur Jafrez III: d'ar breur Anjev ha Touraine, dezhañ Saintonge hag aotrouniezh Vihiers. E 1061 e voe aloubet Saintonge gant Guy-Geoffroy-Guillaume VIII, dug Akitania, met faezhet e voe gant an daou vreur Jafrez ha Foulk e Chef-Boutonne. Adkemer a reas Foulk e Saintonge neuze, met er bloaz war-lerc'h e oa distro e enebour.

Dre ma ne gave ket e walc'h gant aotrouniezh Vihiers e reas emglev gant baroned all a-enep e vreur, en doa bec'h gant an dud a iliz neuze. Kemer a reas kêr Saumur d'ar 25 a viz C'hwevrer 1067, Anje, d'ar 4 a viz Ebrel 1067, tapout krog en e vreur ha bac'hañ anezhañ.

Meur a wech e timezas.

  1. Kentañ gwreg en doe e oa Hildegarde de Baugency, merc'h da Lancelin II, aotrou Baugency,
    a voe mamm da Ermengarde († 1146), dimezet marteze da gentañ da Gwilherm IX, dug Akitania ha kont Poatev, ha neuze da Alan IV Fergent, dug Breizh.
  2. Pa intañvezas e timezas da Ermengarde de Bourbon, merc'h da Archambaud IV, aotrou Bourbon. En em zispartiañ a rejont, ha strivañ a reas d'he zimeziñ da Guillaume de Jaligny. Bugale o doa bet a-raok o disparti, ha dreist-holl
    Jafrez IV Martel, († 1106) a voe kont Anjev gant e dad.
  3. Da drede gwreg en doe Aurengarde, merc'h da Isembard, aotrou Châtel-Aillon, a zimezas dezhañ d'an 21 a viz Genver 1076. E 1080 e kasas anezhi kuit, hag e serras anezhi e kastell Beaumont-lès-Tours, da glask ober un dimeziñ all.
  4. En taol-se e timezas d'ur verc'h da c'h-Gaoter I, kont Brienne. Kasa reas anezhi kuit ivez, a-raok 1090 war a seblant.
  5. War-dro 1090 ec'h addimezas da Bertrada Montfort († 1117). Honnezh a oa merc'h da Simon 1añ, aotrou Montfort, ha da Agnès d'Évreux.
    Ur mab o doe da vihanañ: Foulk V, lesanvet Foulk Yaouank (war-dro 1090 † 1144), a vo kont Anjev ha roue Jeruzalem.

Skrapet e vo Bertrada, a-youl-gaer moarvat, e 1092 gant ar roue Fulup I.


Kurioù Anjeviz, pe Gesta Consulum Andegavorum

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakat a reas skrivañ un Istor konted Anjev , ha ne chom anezhañ nemet un darn, kavet e-barzh Spicilegium Luc d'Achery, ha troet e galleg gant an abad Michel de Marolles en e Histoires des anciens comtes d'Anjou.