[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ermengarde Anjev (merc'h Foulk Nerra)

Eus Wikipedia

Ermengarde Anjev, anvet ivez Blanche, a varvas d'an 18 a viz Meurzh 1076, a voe ur briñsez eus tiegezh an Ingelgerianed, ha merc'h da Foulk Nerra, kont Anjev, ha da Hildegard, priñsez a Loren. Muntret e voe en iliz Fleurey-sur-Ouche, e Bourgogn (Côte-d'Or, hiziv)[1].

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas div wech.

Kentañ pried e oa Jafrez II Ferreol, kont Gâtinais ha meur a vugel o doe :

  • ur verc'h, dimezet war-dro 1050 da Josselin Iañ, baron Courtenay. Marteze e oa Hildegard hec'h anv, met kemmesk a c'hall bezañ gant un hanterc'hoar heñvel anvet.
  • Jafrez III ar Barveg (1040 † 1096-7), kont Gâtinais hag Anjev
  • Foulk IV, lesanvet Foulk Rekin, (1043 † 1109), kont Anjev

Intañvez e oa pa eas he mamm da birc'hirinañ da Jeruzalem e 1046 ; mervel a reas e-kerzh he beaj.

Addimeziñ a eure da Roperzh Iañ Bourgogn, dug Bourgogn, hag ur verc'h o doe:

  • Hildegard, bev en 1080, a zimezas e 1067 da Guy-Geoffroy-Guillaume VIII († 1086), dug Akitania ha Gaskogn, ha kont Poitiers.

He breur Jafrez II Martel a varvas e 1060, hag he mibien dezhi, Jafrez ha Foulk, a voe konted war-lerc'h o eontr.