[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Audrey Hepburn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 16 Meu 2024 da 16:58 gant InternetArchiveBot (kaozeal | degasadennoù) (O saveteiñ 1 mammenn hag o tikedenniñ 0 evel marv.) #IABot (v2.0.9.5)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Audrey Hepburn er film Vakansoù Roman (1953)

Audrey Hepburn zo un aktourez angl-hag-izelvroat ganet d'ar 4 a viz Mae 1929 en Elsene, Belgia hag aet da anaon d'an 20 a viz Genver 1993 e Tolochenaz, Suis.

Da gentañ e felle dezhi mont da zañserez met kregiñ a reas da vezañ aktourez e fin ar bloavezhioù 1940. Ar berzh a reas ar pezh-c'hoari Gigi (1951) e Broadway a zigoras dezhi dorioù ar sinema. Gounit a reas Oscar an aktourez wellañ kerkent ha 1953. Ne c'haller ket ankounac'hat he mod da c'hoari e Sabrina (1954), e Breakfast at Tiffany's (1961) pe c'hoazh e My Fair Lady (1964).

Paouez a reas da labourat evit ar sinema e 1967 hag en em ouestlañ a reas da oberoù dengar. Kannadourez an Unicef e voe etre 1988 ha 1992.

  • 1953: Roman Holiday
  • 1954: Sabrina
  • 1957: Love in the Afternoon
  • 1961: Breakfast at Tiffany's
  • 1964: My Fair Lady

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.