Navad
Ur strollad nav den pe nav zra eo un navad.
Navadoù Henegip
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Henegipt e raed navad eus ur strollad nav Doue. Da skouer Navad Bras Ioulou (Heliopolis) Evit Egiptiz e oa ur galloud bras gant an niver nav, a dalveze teir gwezh tri. En o yezh e raent "pesedjet" eus un navad, ar pezh zo bet troet e gresianek gant Ἐννεάς, enneas, a dalvez "an nav".
Savet e oa bet meur a navad gant Henegiptiz. Meneget e vezont e skridoù ar piramidennoù : an navad bras, an navad bihanañ, an navad doubl, hag ar seizh navad zoken. Pep kreizenn relijiel vras en doa e hini, savet war patrom hini Heliopolis moarvat, gant doueed eus ar c'hornad. Lod eus ar "pesedjetoù" a vode muioc'h pe nebeutoc'h evit nav doue. Lod anezhe n'o deus ket bodet ar memes niver a zoueed a-hed ar c'hantvedoù.
Lod eus ar faraoned o doa savet navadoù hag e oant ezel anezho o-unan. E templ Sethi Iañ, e Redesiyah, e veze azeulet un navad, enni c'hwec'h doue a-bouez ha tri stumm doueet disheñvel anezhañ e-unan.
An Navad Bras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini pouezusañ ha koshañ eus an navadoù egitian e oa an Navad Bras a vod Atoum, an doue kentañ, e vugale Chou ha Tefnout, hag o diskennidi Geb, Nout, Osiris, Isis, Seth, ha Nefthis. Anvet eo ivez Navad Ioulou (Heliopolis)) abalamour ma veze azeulet eno.
N'eo ket sklaer orin ar strollad-se. Krediñ a raed betek kreiz an ugentvet kantved e oa bet savet gant beleien Heliopolis evit lakaat o doue heol (Ra) a-us da zoueed all evel Osiris. Diskred o deus an egiptologourien a vremañ war kement-mañ. Hogos diarvar eo avat ez eo diwanet an Navad Bras pa oa azeulerezh Ra o vont war ziskar e-pad ar VIvet tierniezh hag e kreskas a-nevez goude.
Mojenn krouidigezh ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ da-heul un diverrañ eus krouidigezh ar bed hervez beleien Ioulou :
Sevel a reas ur menez a-us d'an dourioù kentañ, anvet Noun. Atoum a oa bet engehentet gantañ e-unan a azezas war lein ar menez.
Evel ma kave hir an amzer en e-unan e skopas war al leur ha krouet e voe an aer (Chou) hag ar glebor [Tefnout]].
Gant Chou ha Tefnout e voe engehentet an Douar (Geb), hag an oabl (Nout) a oa stag an eil eus egile. Dispartiet e voent gant Nout. Diwar Nout ha Geb e oa ganet pevar bugel : Osiris, Isis, Seth, ha Nepthis.
Navadoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Ioulou (Heliopolis), ne oad ket bet evit bodañ an holl zoueed azeulet e kêr e-barzh an Navad Bras. Savet e voe un all, an Navad Bihanañ evit an doueed a eil renk. Bodañ a ra Toth, Anubis, Maat, Heket, ha kement zo ..., dindan renerezh an doue Horus. Un trede navad a vode eizh doue eus bed diwelus an Douat dindan renerezh Osiris.
E kêrioù all e kaver navadoù all, enne muioc'h pe nebeutoc'h a zoueed alies. En Hermopolis e oa ur strollad pevar c'houblad doueed a arouezie an elfennoù a oa anezhe en deroù, kent krouidigezh ar bed : eizh doue dezhe stumm gleskered pe naeron a anneze ar mor. Krouet o dije ur vi o dije lakaet goude war ur savenn en Hermopolis. Diflukañ a reas an heol diouzh ar vi-se hag hemañ a grouas ar bed a vremañ.
E Memphis ez eo an doue Ptah a grou eizh doue bras all dre ar soñj hag al lavar krouer.
Da vare Hatshepsut e oa 13 doue e navad Karnak, hervez ar pezh a lenner e templ Deir el-Bahari.
E navad Abidos avat ne gaver ken seizh doue.
Navadoù Plotinus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez navadoù pe "Enneadoù" ivez a-wezhioù eus an oberenn skrivet gant Plotinus.
Ar C'hwec'h navad pe "Ennead" eo dastumad e skridoù, dastumet hag embannet gant e ziskibl Porphiros. Sellet e vez outañ evel unan eus krouerien ar blatonegezh nevez ma n'eo ket evel an hini kentañ eus ar skol-se. E labour en deus levezonet kalz preder ar C'hornôg hag hini ar Reter-nesañ dre hanterouriezh skridoù Aogustina an Hippoat ha re ar brederourien gristen pe arabek.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |