[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Melos

Eus Wikipedia
Syrmata
Kartenn inizi Hellaz, gant Melos

Melos (e gregach Μῆλος / Mêlos) a zo un enezenn eus Mor Egea en enezeg ar C'hukladez. Anavezet eo ivez dindan an anv Milo, ha brudet eo abalamour d'un delwenn eus an doueez Afrodit (fallanvet Venus) kavet en douar anezhi.


Douaroniezh

Emañ enezenn Melos e penn pellañ mervent enezeg ar C'hukladez, ur 120km eus aod Lakonia. Eus ar c'hornog d'ar reter ez eus 23 km, ha 12 km eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz, ur gorread 151 km² d'an enez. Torgennek eo ar pep brasañ eus an enezenn. Ar menez uhelañ eo Profitis Elias, 774 metrad dezhañ.

Afrodit Melos, fallanvet Gwener Milo

Istor

Adalek an IIIe milved kt JK e oa bet poblet an enez. Obsidian alese a veze gwerzhet en darn vrasañ eus Hellaz, betek Kiprenez, Kreta, hag Egipt. Ul lec'h a-bouez e oa da vare sevenadur Minos.

Kêr vrasañ an enez, Melos ivez hec'h anv, a voe krouet gant Sparta war-dro ar bloaz 700 kent JK.

Goude ar brezelioù medek e nac'has en em glevout gant Athena. E 426 kent JK, e voe argadet Melos gant armeoù emglev Delos, ma rankas paeañ truaj. Dek vloaz goude, e -416, e voe aloubet gant Athena.

War c'her Alkibiades, a-hervez, e voe lakaet an holl wazed d'ar marv, ha lakaet ar merc'hed hag ar vugale da sklaved gant Athena.

Eus an darvoud -se ez eus kaoz e levr Thukidides (V, 85–103) ma'z eus un diviz etre tud Athena ha re Melos, ha ma'z eo displeget politikerezh Athena. En eñvor Hellaz e chomas pell evel un abeg da vagañ droug ouzh tud ar gêr vras.


Genidik a Velos e oa Diagoras, un den dizoue brudet er Vvet kantved kt JK. Se zo kaoz e vez graet ar "Melosad" eus Sokratez gant Aristofanes en e bezh-c'hoari ar C'hogus.

Er bloaz 1820, p'edod o furchal dismantroù ar gêr gozh, e voe kavet un delwenn divrec'hiet eus Afrodit. Honnezh eo Gwener Milo a zo diskouezet e palez al Louvre e Paris.

Gwelout ivez