treuzoù
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn treuz hag an dibenn-ger -où
Anv-kadarn
treuzoù /ˈtrøːzu/ liester
- Pezh prenn pe vaen a ya d'ober diaz toull an nor; treuzoù an ti, treuzoù an nor, treuzoù e zor :
- war dreuzoù dor ar gegin, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 176.), — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 178.)
- Ar paotr bihan a zo en e goazez war an treuzoù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 541.)
- « Genaoueg ! » eme Samson da Lom war dreuzoù an davarn, « Mar ne vije ket bet ken bresk da deod, n'hor bije ket c'hwitet war hon bannac'hoù ! » — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 20.)
- Pep unan a ouia penn da greisteiz hep pellaat a dreuzoù e di. ETEB 1982-83/138
- mont dreist an treuzoù
- Souezhet-bras e voent, en ur vont dreist d'an treuzoù, o klevet lavaret litanioù an anaon. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 20.)
- tremen an treuzoù
- Pevar den gant mantilli hir a dremenas treuzoù an izba. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 59.)
- bezañ war dreuzoù ar bed all : war e dalaroù, war-nes mervel
- treuzoù an nevezamzer : an deroù anezhañ