degemer
Neuz
Brezhoneg
- Ger savet diwar ar rakger de- hag ar verb kemer gant ur c'hemmadur dre vlotaat k/g.
Anv-kadarn
degemer /de'gemɛr/, gourel; (liester degemeroù)
- Doareoù an dud da ober pe da vezañ dirak an den a zegouezh eus lec'h all.
- Goulenn, kaout un degemer mat, fall :
- [...] : « Diwallit, mar kirit ; mar doc'h degaset amañ gant Doue ho pezo degemer mat , mes mar doc'h degaset gant an droukspered, amañ ne vezo truez ebet ouzhoc'h. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 58.)
- Ober, reiñ un degemer mat, fall, kaer, kalonek, karadek, da un den :
- Digemer laouen a zo graet d’ezañ. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 143.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- kaout un degemer mat
- ober un degemer (mat, fall, laouen) da ub
Troidigezhioù
Verb
degemer /deˈɡẽmːɛr/ verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : degemeret) (displegadur)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Degemeret e voe gant c'hoarzhadeg an holl. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 33.)
- Tud vat a zo eno o chom ha digemeret mat e vezimp ganto. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 263.)