aze
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Adverb
aze /ˈɑː.ze/
- adverb-lec'hiañ
- Daoust petra a zo aze ivez ? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 278.)
- -Lojomp amañ... -Nann, ne lojfomp ket aze ... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 168.)
- Lez da sac'h aze ha kerzh kuit. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- — Sell, sell 'ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra : Aze 'zo eun dra bennak e gor ; diwallomp hag e welimp ! — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 137.)
- Aze emaout, preñvig-douar, emezañ. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 79.)
- Mammig kozh, en anv Doue, hag aze emaoc'h? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 88.)
- O ! me am-eus poan aze evel-se em bandenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 31.)
- Fedamdoulle, 'vat, emon-me, evid an dro-mañ e ouezin petra a zo aze ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 188.)
- Pelec'h a zo (ez eus) hini ebed aze ken koant hag an diou-mañ ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 132.)
- Aze ez eus un teñzor
- Aze 'oas ?
- troiennoù