[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

nann

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : nann-

Brezhoneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Adverb

nann /ˈnãnː/

  1. Ger implijet evit respont a-du gant ur goulenn er stumm-nac'h.
  1. Ger implijet evit mont a-du gant ur stumm-nac'h ha n'eo ket ur goulenn :
  2. lavarout nann, respont nann
  3. implijet goude n'eus forzh peseurt goulenn
  4. Da eilgeriañ kontrol d'ar pezh zo bet laret (urzh roet, aotre goulennet ), hep na vefe bet goulenn ebet:
  5. Ha n'eo ket. Merkañ a ra ezvezañs ar perzh talvezet gant an anv-gwan a zo war e lerc'h.
    • Eo, dimezet on, met nann euredet c'hoazh. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 151.)
    • Lavarit dezhañ kenavo, gant ho kalon, ha nann gant fae, diwar beg ho teod. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 73.)
    • O zud-kaer o dileze, pa ne deuent ket da gerc'hat, war-lerc'h ar marv, an arrebeuri hag an traoù all o doa, emezo, nann roet, met prestet. — (Mab an Dig, Rondel Goz Sandrione, Bleun-Brug, niv. 96, Genver-C'hwevrer 1957, p. 7.)
    • ... ar gristenien a gaved'eze gwelet, nan o c'hoar, mes Jezuz-Krist ... — (BUAS, p. 412.)
    • Gant furnez, da lavaret eo o c'hemer [ar plijadurioù] pa ve ar mare d'henn ober, ha nann pa vez ar mare da labourat... — (BUAS, p. 844.)
    • Bezañ int servijerien, nann da Zoue, mes d'an droukspered. — (SAAQ, p. 175.)
  6. pe nann

Troioù-lavar


Troidigezhioù

Gwelet ivez

Gwelet ivez

  • Ar pennad « nann » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia