tost
Neuz
Brezhoneg
Adverb
tost (da) /ˈtɔst/; tostoc'h, tostañ, ken tost, tostat.
- Nepell, war un hed bihan;
- Bezañ tost da un den, da un dra.
- Bet oc'h tost a-walc'h dezhe. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 85.)
- Ni a evo da yec'hed an hini a zo bremañ tost da zouar Bro-Saoz ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 230.)
- Ken tost edont dign ma kouezaz taol unan anezho var beg va skoaz. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 92.)
- Diskoachet ar voualc'h war he neizh ha gouezet, memes gant mamm Paotr-Teo, abaoe pegeit ne oa ket aet tost da skol Sant-Gabriel. — (Youenn Drezen, Skol louarn Veig Trebern, eil lodenn, Al Liamm, 1973, p. 88.)
- Sell pegen tost emañ d'an tan. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 526.)
- Arru omp tost d'ar porzh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 526.)
- E di zo tost d'an aot. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 526.)
- Ar c’helorn-mañ zo tost da zaouc’hement egile, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 527.)
- Tost d'an hanter eus ar re a chome a voe lazet gantan c'hoaz, [...] — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 31.)
- Tremen tost da un den, da un dra
- An hini a dremenfe re dost da benn ar bern plouz a yafe kof e c'har gant ar c'hi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 367.)
- Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c'hwitellas dreist ar c'hleuz, hag a nijas tost dezhañ. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 78.)
- Derc'hel tost da un dra bennak : mirout
- Pa'm bez ur gwenneg bennak e talc'han tost dezho. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 192.)
Gerioù enepster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Krennlavar
- Tost ne dap ket, berr ne skoulm ket.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | tost |
Derez-uheloc'h | tostoc'h |
Derez-uhelañ | tostañ |
Derez-estlammiñ | tostat |
- Ha n'eo ket pell (kar, kerent)
- Pizh
- An dud pinvidik n'int ket ken tost hag ar beorien — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 527.)
- bezañ tost d'e arc'hant, tost d'e wenneien
- Hennezh zo ken tost ken ne gred ket debriñ e voued. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 48.)
- Hennezh zo tostoc'h evit evel-se d'e wenneien. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 527.)
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Anv-kadarn
tost /ˈtost/ gourel (furm vihanaat : tostig, liester : tostoù)
- Bank en ur vag ma azez ar roeñverien warnañ
- An div vigoudenn yaouank, troñset ganto o c'hotilhonoù voulouz, o doa graet dakig, e-giz div blac'hig fur, war un tost. Hep fiñval mui. — (Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Skrid ha Skeudenn, 1941, Al Liamm, 1977, p. 123.)
Troidigezhioù
- galleg : banc de rameurs (fr)
Roll an daveoù :