[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Istanbul

Eus Wikipedia
Kêrioù Turkia
Istanbul
Ayasofia
Proviñs Istanbul
Rannvro Marmara
Kod post
Maer Ekrem İmamoğlu (2019)
Vali (prefed) Ali Yerlikaya
Perzhioù douaroniel
Gorread ha = km²
Hed 41°00' Norzh
Led 28°58' Reter
Uhelder keitat :
Poblañs 13 854 740 (2012)
()
Stankter
Lec'hienn internet ar gêr Ti-kêr Istanbul

Brasañ kêr Turkia eo Istanbul (İstanbul e turkeg, ha Κωνσταντινούπολις e gresianeg a-vremañ), ha, goude bezañ bet ar gêr-benn bolitikel eus an impalaeriezh otoman e-doug pemp kantved, ar gêr-benn armerzhel eo hep mar pa'z eus 13.9 milion a annezidi en he zolpad-kêrioù, hag unan eus kêrioù brasañ ar bed. Ur c'hroashent staliet war zaou ribl strizh-mor ar Bosfor eo, eus ar re treizhet pa weler ur gourhent o vont eus Reter Europa da Su Azia hag un hent-houarn ivez, an daou o vont a-us un tremen war vor gant miliadoù a listri-samm (meur a eoulestr en o zouez) o kas-digas marc'hadourezhioù etre broioù ar Mor du ha broioù ar Mor Kreizdouar ha pelloc'h c'hoazh. Eus ar galleg o trevezañ ar gresianeg εἰς τὴν Πόλι(ν), Eis tin Poli(n), = e tu ar gêr) e teufe anv Istanbul (azazaet d'an turkeg), un anv dibabet gant an impalaer otoman trec'hour, Mehmet II pa aloubas Kergustentin e 1453. Lod a lavar e teufe an anv eus Konstantinopoulis berraet. Koulskoude e veze graet gant Stamboul/Istanbul nemet evit ar gêr gozh. E 1930 e voe astennet an anv d'an tolpad-kêrioù.


Evit an amzerioù a-raok 1453 ez eus da sellet ouzh istor Kergustentin hag hini an impalaeriezh roman ar Reter hag evit ar mareoù turk goude 1453 ouzh ar pennadoù Impalaeriezh otoman ha Turkia.

Bizantion a zo bet diazezet gant trevadennourien c'hresian deuet eus Megara e 667 kent JK, ar re-se konduet gant an tiern Bizas. Dont a ra Bizantion eus "Bizantium", hemañ an anv latin treuzskrivet diouzh ar gresianeg Βυζάντιον. Diwar e saviad dibar e kreskas an armerzh diwar an eskemmoù bras etre ar Balkanoù hag Azia. Ne oa nemet ur porzh bihan a-walc'h war ribl un aber bihan digoret war strizh-mor ar Bosfor, ar C'horn Aour e anv.

Pa oa aet an annezidi war gostezenn Pescennius Niger e reas an danvez impalaer Septim Sever seziz Bizantion e 196 hag e voe distrujet diwar se. Met Septim Sever a lakaas ar geoded da vezañ adsavet hag e teuas ar binvidigezh en-dro.

Kompren a reas gallusterioù al lec'h an impalaer roman Kustentin Meur pa zivizas e vije adkempennet ar geoded evit sevel "Roma nevez". Urzhiañ a reas sevel ilizoù, plasennoù, boulouardoù ha lec'hioù foran eus ar re gaerañ. Goude e varv, hag eñ beziet en Iliz an Daouzek Abostol tost da vezioù an dud eus ar santelañ-se, e oa anvet ar gêr nevez Kergustentin (Constantinopolis).