lommig
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn lomm hag an dibenn-ger bihanaat -ig
Furm anv-kadarn
lommig /ˈlɔ̃mik/ gourel
- Furm vihanaat an anv-kadarn lomm
- Hiviziken, e vo a-walc'h gant ul lommig dour benniget, skuilhet war dal un den, evit diverkañ tres ar pec'hed kentañ ; [...]. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 15.)
- An aotrou Herri a dapas krog en doukenn hag a ziskargas ul lommig rom en e gafe. — (Abeozen, Pirc'hirin Kala-Goañv, Al Liamm, eil emb. 1986, p. 34.)
Troidigezhioù
- galleg : gouttelette (fr) , petite goutte (fr)
- galleg : petite parcelle (fr)