forniad
Brezhoneg
- Diwar an anv-kadarn forn hag al lostger -iad.
Anv-kadarn
forniad /ˈfɔrnjat/ benel (furm vihanaat : forniadig, liester : forniadoù)
- Hollad traoù a boazher en ur forn
- Hogen, e-keit ma vezent oc'h ober o c'hazh gleb en-dro din, ec'h intenten kement-mañ dindan o c'homzoù flour : « Sav da reor alese, mabig, ha kerzh buan gant da hent, rak n'eo ket evidout am eus tommet va forn na poazhet va forniad ! » — (Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, Al Liamm, 1955, p. 9.)
- (Ent strizh) Kementad toaz bara, a-raok bezañ lakaet da boazhañ er forn
- (Dre hevelebiezh) Strollad tud, studierien peurvuiañ, a resev ur merk, un testeni a enor, un diplom bennak a-gevret