en anv Doue
(Adkaset eus en an' Doue)
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
en anv Doue, berraet a-wechoù: en an' Doue
- estlammadenn
- — Jakez kaezh, en an'Doue! Me a roio dit kant skoed. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- — « Mammig kozh, en anv Doue, hag aze emaoc'h ? » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 88.)
- ober tra pe dra en anv Doue
- Kerlaban. — Livirit d'in, en han' Doue, e pelec'h ema maner Kerleon ! Mall am euz da welet an aotrou Patern. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 29.)
- goulenn, reiñ an aluzen en anv Doue
- Un deiz ec'h erruas ur c'hlasker-boued en ti ur roue da c'houlenn an aluzen, en anv Doue. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 281.)
- Roït an aluzen d'ar paour, en an' Doue ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 160.)
- Roit ur pezhig din, en ano Doue ! — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 137.)