dic'hallus
Brezhoneg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | dic'hallus |
Derez-uheloc'h | dic'hallusoc'h |
Derez-uhelañ | dic'hallusañ |
Derez-estlammiñ | dic'hallusat |
dic'hallus /diˈɣalː.ys/
- Na c'hall ober netra.
- [...] n'en em zispakont e creis an deiz caer nemet dindan ar gouarnamanchou dic'hallus. — (Le Courrier du Finistère, 3e bloavezh, niv. 259, 1882, p. 1b.)
- N'e ket dour ien en deuz gallet renta ar iec'hed d'he memprou dic'halluz ha dinerz, [...] — (Eizved pelerinach Eskopti Kemper ha Leon da Itroun-Varia Lourd, Le Courrier du Finistère, 4e bloavezh, niv. 253, 1884, p. 2b.)
- Penaoz, tud enn ho brud vella a diz skei eunn den koz, dinerz ha dic'halluz ! — (Ann Ao. Saout, Le Courrier du Finistère, 12t bloavezh, niv. 573, 1891, p. 1d.)
- Na c'hall ket bezañ pe c'hoarvezout:
- [...], ze zo ken dic'hallus evel eur c'helc'h pevarc'horniek. — (An Drouiz koz, Diou vrec'h ar valanz vraz, Ar Bobl, 8t bloavezh, niv. 325, 1911, p. 1a.)
- Koulskoude an hini a bed evel ma'z eo dleet en devez e vennad bep tro, gant ma ne vezo ket eun dra dic'hallus-mik na direzon : [...] — (Jules Gros, Dek devez e Verdun, Buhez Breiz niv. 8, 1919, p. 210.)
- Na c'haller ket ober.
Gerioù heñvelster
Gerioù enepster
Deveradoù
Troidigezhioù
- alamaneg : unmöglich (de)
- galleg : impuissant (fr) ; impossible (fr)