diwezhañ
Brezhoneg
Anv-gwan
diwezhañ /diˈɥeː(z)ã/ /diˈwɛːzã/
Anv-gwan en derez-uhelañ, a vez lakaet pe dirak pe war-lerc'h an anv-kadarn, pe hep anv-kadarn:
- Hep anv-kadarn:
- — [...]. Guell a-ze, rak emgann Kergidu, mar d'eo bet ar c'henta, ne vezo ket an diveza, da viana evidon-me. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 5.)
- [...], paeroun d'an diveza euz he vugale, a reat an Didik anezhi, abalamour ma'z oa Mac'harit he hano. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 35.)
- Te n’out mann ebet amañ : te zo war-lerc’h Paolig, ha Paolig a oa an diwezhañ ‘met unan . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 55.)
- a-raok an anv-kadarn:
- Louis ar Poder eus Treduder a oa diwezhañ gwiader a oa bet er vro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- war-lerc'h an anv-kadarn:
- An deiz diwezhañ. Ar Varn Diwezhañ. An hini diwezhañ.
- — Ia, ia, Aoutrou de Kerbalanek, betek hon huanad diveza. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 6.)
- [...], betek ar berad diveza euz hor goad, hon Doue, hor relijion hag hor roue. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 10.)
- Lod a lavar oa degouezhet warnezhañ, en e balez, e-pad m'edo en e gambr o skrivañ e alioù diwezhañ hag e gimiad da dud e eskopti, pevar archer warn-ugent degaset eus a Vontroulez evit e gerc'hat d'ar prizon. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 19.)
- Setu amañ penaos e kont gwerz Landregeriz an nozvezh diwezhañ a dremenas en o zouez o eskob ker karet : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 26.)
- [...], an Aotrou Le Mintier de Saint-André, eskob diwezhañ Landreger, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 28.)
- An deiz diwezhañ a viz Mae, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- Hemañ eo an hini diwezhañ, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- Sonet an taol diwezhañ a dek eur, KAB 1/120
- Ar wreg-mañ diwezhañ
- Ar paotr-se a oa d'ar wreg-mañ diwezhañ en devoa bet, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- ar wech, an dro, an taol diwezhañ
- Diwezhañ tro e oan bet eno e oa darbet din bezañ marvet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
- Disul diwezhañ
- Dec'h diwezhañ.
- gant ar c'hemmadur war-lerc'h un anv gwregel unan (ral, e doare Leon hepken):
- Ar varn ziwezhañ, ar goan ziwezhañ...
- ... an drederen ziweza eus va danvez. (Teir bazen ar vad, pe Kerlo al Leal) — (MVTT, p. Klaoda ar Prad]], Teir bazen ar vad, pe Kerlo al Leal, Ti-moulerezh Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1908.)
- gant ur renadenn orin (an diwezhañ eus ...)
- Ar berad diwezhañ eus hor gwad, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 18.)
- [...], paeroun d'an diveza euz he vugale, a reat an Didik anezhi, abalamour ma'z oa Mac'harit he hano. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 35.)
- diwezhañ da ober un dra bennak
- An hini diweza da arruoud e-neveze eun trepan da gaoud. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 127.)
- Me a oa an hini diweza du-mañ da zimezi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 127.)
- En droienn adverbel da ziwezhañ (enebet ouzh da gentañ)
- Implijet hep ger-mell dirak un islavarenn-stag:
- Louis ar Poder eus Treduder a oa diwezhañ gwiader a oa bet er vro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 126.)
- Diwezhañ tro e oan bet eno e oa darbet din bezañ marvet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
Troiennoù
- War an diwezhañ.
- Se oa an diwezhañ! N'eus ket gwashoc'h. Arabat mont betek ober se.
- Ar brezel, bepred, hennezh eo an diwezhañ!
- Lazhañ un den, se bepred eo an diwezhañ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Première Partie, 1966, p. 55.)
Furm all
Troioù-lavar
- leuskel e vramm diwezhañ : mervel
- butuniñ e segalenn diwezhañ : mervel
- butuniñ e gornedad diwezhañ : mervel