kambr
Gwelet ivez : Kambr |
Brezhoneg
- Eus ar ger latin camera.
Anv-kadarn
kambr /ˈkãmp(r)/ benel (furm vihanaat : kambrig, liester : kambreier, kambri, kambroù)
- Pezh en un ti ma kousk an dud.
- Ar re all, pa glevjont, a redas ivez d'ar gambr, ha ma voe eno neuze trouz ha garm spontus. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 14.)
- Ne welet-c'hwi ket ar briñsez en prenestr he c'hambr o kribat he blev melen-aour gant ur grib aour ? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 57.)
- Neuze, Onenn, kempenn kambr an ostized evitañ kentañ ma c'helli. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 64.)
- Ha dirazi, he blev ouzh ar speurenn a ranne ar gambr e daou, ur vaouez, azezet war ur gador izel, o paseadenniñ loeroù. — (Roparz Hemon, War ribl an hent (pemzek kontadenn), Al Liamm, 1971, p. 14.)
- Bodadeg dilennidi.
- Kambr ar gannaded. Gwelout Kambr.
- Kambr al Labour-Douar.
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
sal evit kousket
- alamaneg : Schlafzimmer (de) benel
- arabeg : غُرْفَة نَوْم (ar) (ḡurfat nawm) benel
- esperanteg : dormoĉambro (eo)
- euskareg : logela (eu) , etzaleku (eu)
- galleg : chambre (fr) benel , chambre à coucher (fr) benel
- gresianeg : υπνοδωμάτιο (el) (ipnodomátio) nepreizh , κρεβατοκάμαρα (el) (krevatokámara) benel
- italianeg : camera da letto (it) benel
- iwerzhoneg : seomra leapa (ga) gourel , seomra codlata (ga) gourel
- kembraeg : stafell wely (cy) benel
- kerneveureg : chambour (kw) gourel
- luksembourgeg : Schlofzëmmer (lb) nepreizh
- nederlandeg : slaapkamer (nl) benel
- okitaneg : cambra (oc) benel
- poloneg : sypialnia (pl) benel
- romañcheg : chombra (rm) benel , chombra da durmir (rm) benel
- saozneg : bedroom (en)
- skoseg : seòmar-leapa (gd) gourel , seòmar-cadail (gd) gourel , seòmar-laighe (gd) gourel
- spagnoleg : habitación (es) benel (Spagn), pieza (es) benel
- vietnameg : phòng ngủ (vi) , buồng ngủ (vi)