gortoze
Brezhoneg
- Savet diwar gortoz-, pennrann ar verb gortoz, hag an dibenn-ger -e.
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | gortoze |
dre vlotaat | c'hortoze |
dre c'hwezhañ | digemm |
dre galetaat | kortoze |
amreizh | c'hortoze |
gortoze /ɡɔr.ˈtoː.ze/
- Furm ar verb gortoz e trede gour unan an amdremened, en doare-disklêriañ.
- Gant ur c'hemmadur dre vlotaat (war-lerc'h ar rannig-verb a) :
- Eno e pignjont el lestr a c'hortoze anezo, ha dioc'htu ma voent diloc'h ha dindan gouel ez ejont etrezek ar mor doun. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 14.)
- Alan ha Tekla a c'hortoze kichen-ha-kichen. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 412.)
- SPONTUS e voe kounnar an Enebour, pa zeuas Hor Salver betek dor an Ifern, da gerc'hat Adam hag Eva, evit o c'has d'ar Baradoz, war un dro gant ar re eus o gourvibion a c'hortoze eno E zonedigezh. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 15.)
- Gant ur c'hemmadur mesket (war-lerc'h ar rannig-verb e hag ar stagell isurzhiañ ma) :
- Daoust da ze, e c'hortoze, gant pegement a brez, c'houi a c'hall sonjal, dibenn ar pred. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 13.)