bran
Gwelet ivez : brân |
Brezhoneg
- Testeniekaet en henvrezhoneg.
- Meneget er C'hatolikon.
- Da geñveriañ gant ar gerioù brân (e kembraeg), bran (e kerneveureg hag iwerzhoneg), branos (e galianeg).
Anv-kadarn
bran /ˈbrãːn/ benel (liester brini)
- (evnoniezh) (Loenoniezh) Evn du pe louet e bluñv eus ar genad Corvus
- Ouzhpenn ma oa souezhet-bras an aotrou-mañ o welout penaos e c'helle Ivon dont da leon, da digr, da loupard, da hoc'h-gouez, da vleiz, da louarn, da vran, e voe souezhetoc'h c'hoazh o welout e teue bep taol a-benn eus al loened all, [...]. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 148.)
- [...], hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc'h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuilhet, pe vouskan melkonius ur paotrig saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer... — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 116.)
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ du ar vran gant unan bennak : bezañ feuket
- chom da gontañ pet bran a ya hebiou : bezañ difonn en e labour
- intent pig e-lec'h bran : kompren a-dreuz
- kemer pig e-lec'h bran : kompren a-dreuz
- klevet pig e-lec'h bran : kompren a-dreuz
- kompren pig e-lec'h bran : kompren a-dreuz
- Ar vran he deus tri oad den, tri oad marc'h
Ha c'hoazh n'he deus ket oad a-walc'h. - Diskiant neb a yeas da grediñ
E teui da c'houlmed ar brini. - Gwellañ kan he deus ar vran
Eo he hini hec'h-unan. - Pig pe vran
A gan. - Patern. - [...]. Pig pe vran a glev atao ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 34.)
Troidigezhioù
- Ar pennad « bran » e-barzh Wikipedia