amzer zo bet
Brezhoneg
Troienn
amzer zo bet
- gwechall, kentaou
- Eharz menez Are, e parrez Commanna, ez euz coajou braz hag a ioa ennho, amzer zo bet, guez dero huel ha dija ker coz hag ar bed ; mes brema n'ez euz mui nemet keuneud-trouc'h. — (G. Morvan, Chapel Coat-ar-Roc'h, Feiz ha Breiz, 22 Here 1870, p. 299b.)
- Bremañ eo brav d'ar beorien e-kichen amzer a zo bet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 17.)
- Me, 'vat, amzer a zo bet, na sellen ouz mann. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 187.)
- Amzer a zo bet, me a oa ur gwaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)