yod
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (iot).
- Meneget er C'hatolikon (yot).
- Da geñveriañ gant ar gerioù uwd en kembraeg, iutta en galianeg.
Anv-kadarn
yod /ˈjoːt/ hollek gourel
- Meuz aozet gant bleud poazhet en dour pe el laezh
- Pa weljont ar manac'h, gant e zilhad manac'h, o tegouezhout en ti, e chomjont mantret, o loaiad yod en hanter an hent eus ar pod d'o genoù. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 40.)
- Unan anezho a ieaz zoken beteg Jannet, a ioa var bennou he daoulin var an aoled oc'h aoza he fodad iod. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 70.)
- [...], met ha pa rankfemp bevañ diwar yod, avaloù-douar gant laezh ribot, krampouezh ha bara sec'h, ne varvimp ket gant an naon. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 75.)
- — [...], n'on ket kustum da droidellat e giz un targazh en-dro d'ur skudellad yod bervet. [...]. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 79.)
- Aoza yod. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 559.)
- Ma zad-koz a zebre yod tomm-bero. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 559.)
- Yod gwadegennou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 559.)
- « [...]. 'M eus aon e oa echu ganit tañva blaz ”garbanzos” (fav ruz) Kastilha-Gozh, hag e vijes bet kaset da zebriñ yod silet, e ti da vamm. [...]. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 75.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- bezañ laosket un tamm brav eus e yod gant ar mabig Jezuz
- daouarn yod
- kaout yod : bezañ korbellet
- komz gant yod en e c'henoù : distagañ fall, bezañ digomprenus
- reiñ yod da unan bennak : nac'h e arnodenn ouzh unan bennak
- silañ ar yod dre lost he hiviz
- treiñ krampouezh da yod
- treiñ yod da grampouezh
- Yann ar Yod
- Pa verv ar yod e toull ar vazh
E lâr ar merc'hed e vez poazh - Pa vez re domm ar yod
E skaot
- Te zo sod,
pa n'anavezez ket
Krampouez diouz yod. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 367.)