[go: up one dir, main page]

Ar Yeodi[1] (Jaudy e galleg) zo ur stêr, pe rinier, eus Treger (Breizh) hag a red dre Vro-Dreger etre Menez Bre ha Mor Breizh. 47,8 km hed zo dezhi.

Yeodi

Ar pont dreist d'ar Yeodi,
etre Tredarzeg ha Landreger
Statud stêr
Hirder 47,8 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat ? m³/s
Gorread an diazad 388 km²
Bro(ioù) douret Banniel Treger Treger
Diazad stêrioù
?
En em daol e Gindi e Landreger
Ledander er genoù ?
Andon "Penn-Yeodi" e Louergad
Adstêrioù ?

Eieniñ a ra e "Penn-Yeodi", e Louergad, e-harz ar Menez Bre.
Tremen a ra dre Treglañviz, Pederneg, Sant-Laorañs, Brelidi, Peurid-ar-Roc'h, ar Roc'h-Derrien, e-lec'h ma krog an aber, Ar Vinic'hi, Trogeri, Pouldouran, a-raok erruout e Landreger ma’n em vesk gant ar Gindi en un aber eus ar re vravañ. Reiñ a ra e anv da Beurid-ar-Roc'h, e galleg Pommerit-Jaudy ; d'ar Roc'h-Derien, gwechall-gozh ul lodenn eus Peurid : ar Roc'h-Yeodi.

Adstêrioù

kemmañ

Saotradur

kemmañ
  • E miz Ebrel 2017 e kouezhas moger ur c'hraou-moc'h e Pederneg, ma redas meur a donellad dour-teil d'ar wazh Run an Spern en em daol er Yeodi[2].

Fazioù diwar benn ar Yeodi

kemmañ
  • Jean-Baptiste Ogée a skrivas en Dictionnaire, historique et géographique de la province de Bretagne (1780), p. 29 : "Le Jaudy, rivière qui a sa source en Tréglamus et Louargat ..."
  • Adolphe Joanne (Département des Côtes du Nord. Hachette. 1878) en eus skrivet, p. 12 : "Le Jaudy a près de 50 km; il naît au Chap, dans les collines de Gurunhuel (305 mètres) ...". Al lec'h anveet ar Chap (le Cap war gartenn IGN) en em gav war gumunn Benac'h, war lez kreisteiz Koad an Noz, ha war bevenn gant Plougonveur. Ar wazh e-kichenn a ya da gaout al Leger.
  • Ernest ar Barzig (La Roche-Derrien et ses environs. Simon. Rennes. c. 1955), en eus skrivet, p. 59 : "Le Jaudy prend sa source dans la commune de Gurunhuel, à plus de 230 m., au pied d'un "menez" de 305 m. d'altitude".

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ