[go: up one dir, main page]



Rouantelezh Wessex a oa unan eus ar seizh rouantelezh angl-ha-saoz eus deroù ar Grennamzer, hag a badas eus ar VIvet betek an IXvet kantved ; a-raok ma oa savet rouantelezh Bro-Saoz end-eeun. Dont a ra hec'h anv eus West ha Saks (Saoz) (evel ma teue Essex eus East ha Saoz, ha Sussex eus South ha Saoz). War aodoù kreisteiz ha mervent Enez Vreizh e oa savet. Aloubiñ a reas ar rouantelezhioù angl-ha-saoz all (Mersia, Anglia ar reter, hag ar re all) kement ha ken bihan ma teuas da vezañ mestr war douaroù an holl Saozon ha ma teuas da vezañ rouantelezh Bro-Saoz.

Westseaxna Cynerice
Rouantelezh Wessex

519 – 927
Location of Rouantelezh Wessex
Location of Rouantelezh Wessex
Su Breizh-Veur en IXvet kantved
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh 519
 - Unvaniezh Bro-Saoz 927

Goude deuet da vezañ ur gontelezh ez eas da get Wessex evel framm politikel en XIvet kantved. Hiziv an deiz e teu meiziad Wessex war an dachenn bolitikel en-dro rak lod a fell dezho krouiñ ur rannvro anvet evel-henn en douaroù a oa dindan ar rouantelezh-se er Grennamzer.


Rouantelezh Wessex

kemmañ

Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa bet diazezet rouantelezh Wessex gant Cerdic ha Cynric, pennoù ar c'hlan anvet ar "Gewissae", a oa dilestret e Hampshire, daoust ma vez disfiz gant an istorianed ouzh an darvoudoù danevellet er c'hronik-se. Ar furchadennoù arkeologiezh a brou e oa bet savet ar rouantelezh e lodenn uhellañ an Tavoez hag e bro Cotswolds. Mojenn orin ar rouantelezh dispeleget er c'hronikoù a c'hall bezañ bet propaganda politikel evit reiñ un abeg evit aloubiñ bro ar Juted diwezhatoc'h, e Hampshire ar su hag en Enez Wight. Ar c'hentañ darvoud asur en istor Wessex eo badiziant ar roue Cynegils, war-dro 640.


Kavout a raed un niver bras a Saozon er c'hêrioù kozh dalc'het gant ar Romaned evel Dorchester ha Winchester, hag e burhoù nevez savet evel Wallingford. Goude aloubadenn he zachenn orin gant Mersia e Gloucestershire hag Oxfordshire, e oa bevenn norzh Wessex he-ha-hed ar stêr Tavoez. Southwark, a-dal da Londrez, war glannoù su an Tavoez, a oa unan eus ar burhoù, met Londrez a oa e diavaez bevennoù Saozon ar C'hornôg. Edo kreiz ar rouantelezh er pezh zo hiziv kontelezhioù Hampshire, Wiltshire, Dorset, Somerset, ha Berkshire.

 
Iwerzhon ha Breizh Veur war-dro 802. "West Wales" a weler skrivet war Kernev-Veur.

Wessex a astennas e vevennoù diwar-goust e amezeien, Brezhoned Domnonea peurgetket, faezhet ganti en diwezh, ha rouantelezh Mersia. Goude trec'h Egbert war Mersia e 825, ha pa zegemeras Northumbria e aotrouniezh e 829, e teuas Egbert da vezañ Bretwalda, da lâret eo aotroù Preden.

E 686 e teuas Winchester da vezañ unan eus kêrbennoù dibad ar rouantelezh, goude faezhidigezh Atwald, roue Enez Wight, gant Kaedwalla, roue Wessex. Dindan ar roue Egbert an hini avat e teuas da vezañ ar gêrbenn nemeti. E 871 e tiazezas Alfred Veur, roue Bro-Saoz, e gêrbenn eno.

Ar reizhiad kêrioù mogeriet (ar "burhoù") savet e-pad ren Alfred Veur, deskrivet gant Aser hag ar C'hronikoù, ha testeniekaet en ur hidage hepken,[1] a sikouras miret ouzh an Daned a aloubiñ su Bro-Saoz er bloavezhioù 870. Menegiñ a ra an hidage tri c'hreñvlec'h ha tregont, savet e doare ma ne'n em gavfe den ebet e Wessex pelloc'h evit un tennad un devezh war varc'h diouzh ul lec'h surentez.

Dont a reas Wessex da vezañ ur gontelezh etre 1016 and 1066. Echuiñ a reas tierniezh rouaned ar Wessex, deuet da vezañ mistri war rouantelezh Bro-Saoz gant marv ar roue Edouard ar c'hofesour. E-touez ar re a c'halle pignat war an tron war e lerc'h edo Harold Godwinson, kont Wessex, a voe lakaet da roue kent bezañ lazhet en emgann Hastings.

War a seblant rouaned Wessex ne zeuent ket roue dre hêrezh hepken. An danvez-roueed kreñvañ e-touez an tiegezhioù bras a veze dilennet pe diazezañ a raent o galloud dre nerzh war ar rouanez bihanoc'h. An dizunvaniezh degaset en diabarzh gant an doareoù ober-se o dije daleet emdroerezh Wessex da vezañ ur rouantelezh klok, met ur c'houlakadenn n'eo ken.

Meiziad Wessex hiziv

kemmañ

War-lerc'h an XIvet kantved ne oa ket bet eus Wessex ken en un doare ofisiel, evel framm politikel. Chom a reas bev meiziad Wessex er speredoù avat ha Thomas Hardy a vrudas anezhi en e romantoù hag en e varzhonegoù. Nevezik zo avat eo bet adsavet ar gontelezh evit ar priñs Edouard, mab ar rouanez Elesbed II.


Ar skrivagner saoz Thomas Hardy a implije ur gevred faltazi evel endro e romantoù, reviving the term Wessex evit gevred Bro-Saoz. E Wessex a oa ennañ holl ar c'hontelezhioù meneget er rannbennad kent war-bouez Gloucestershire and Oxfordshire, ha gant Devon ouzhpenn. Reiñ a reas d'ar c'hontelezhioù an anvioù ijinet da-heul : Berkshire = Wessex an norzh ; Devon = Wessex izelañ ; Dorset = Wessex ar su ; Hampshire = Wessex uhelañ ; Somerset = Outer Wessex; Wiltshire = kreiz Wessex. Deskrivet eo Kernev-Veur evel Off-Wessex pe Lyonesse.


Hiziv an deiz ez eus un emsav e kreiz ha su Bro-Saoz evit krouiñ ur framm sevenadurel ha politikel anvet Wessex. Ennañ e kaver tri strollad disheñvel met liammet etrezo. Strollad rannvroelour ar Wessex (Wessex Regionalist Party) zo ur strollad politikel disklêriet a gemer perzh en dilennadegoù. Ar Wessex Constitutional Convention zo ur lobby a-du gant un devolution evit Wessex a vod tud n'int ket eus "Strollad rannvroelour ar Wessex". Ar "Wessex Society" zo ur gevredigezh sevenadurel a glask diorren ha brudañ un identelezh sevenadurel evit Wessex hag a chom neptu war an dachenn bolitikel.

Displann eo bevennoù Wessex ha dizemglev zo diwar o fenn. Ar "Wessex Constitutional Convention" hag ar "Wessex Society" o deus lakaet Gloucestershire hag Oxfordshire ouzhpenn roll Hardy ; ha rannvroelourien Wessex, a implij termenadur Hardy eus Wessex, a c'hallfe heuliañ anezhe en amzer da zont.


Kavet ez eus bet abeg e termenadur rannvro Wessex gant tud a bep seurt. Kalz tud eus Devon, Somerset ar su hag eus lodennoù eus Dorset a soñj ez eo boutin dezhe ha da Gernev-Veur an hevelep identelezh keltiek ha domnoneat hag a-enep ez int. Tud all eus Kernev-Veur ne fell ket dezho bezañ lakaet e-barzh. Lod all a soñj ez eo reizh termenadur Hardy abalamour ma oa ar vro e norzh an Tavoez, gant Berkshire ha biz Somerset, ul lodenn eus Mersia e-pad ar pep brasañ eus ar marevezh angl-ha-Saoz. Un nebeud tud zo ivez e Hampshire hag a lavar e oa Hampshire ar su, hag Enez Wight, ur vro Jutat hag a zlefe bezañ meret en un doare disheñvel diouzh ar peurrest eus ar Wessex ma vefe anezhañ.

An emsav rannvroelour evit ar Wessex a harp e dermenadur eus Wessex, enni seizh kontelezh, war arguzennoù a denn d'an istor ha da zouaroniezh ar rannvro hiziv an deiz. Nac'hañ a reont cheñch anezhañ evit ar mare abalamour ma n'hallont ket hervezo reiñ o c'hoant d'an holl. Daoust da se e tisklêriont bezañ prest da cheñch o zermenadur en amzer da zont ma fell d'ar muiañ niver eus o izili.

Disheñvel eo an dachenn zo dindan rannvro melestradurel Gevred Bro-Saoz hiziv an deiz, anezhi Wessex Hardy, nemet Berkshire, Hampshire hag Enez Wight, met gant Kernev-Veur ha Gloucestershire e-barzh. Emañ ar strolladoù evit ar Wessex o c'houlenn ma vo adwelet bevennoù ar rannvroioù evit klotañ gant o zermenadur eus Wessex.

Arouezioù Wessex

kemmañ

Aroueziet eo Wessex alies gant ur seurt aerouant alaouret. Anv a ra Herri Huntingdon ha Mazhev Westminster eus un aerouant alaouret kemeret da arouez gant Saozon ar c'hornôg en emgann Burford, e 752. Taolenniñ a ra pallenn-moger Bayeux un aerouant alaouret diskaret da vare marv Harold II, a oa kont Wessex a-raok. Implijet e vez an aerouant alaouret gant Kuzul kontelezh Dorset en o siell e koun istor ar c'hontelezhioù. Savet ez eus bet ivez gant ar Wessex Society ur banniel ruz warnañ un aerouant alaouret.

Notennoù

kemmañ
  1. The Burghal Hidage: kêrioù Alfred, Lec'hienn Alfred Veur

Liammoù

kemmañ