[go: up one dir, main page]

Un elfenn gimiek skinoberiek eo an toriom ; Th eo e arouez kimiek, 90 e niver atomek ha 232,038 e dolz atomek. An eil aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Toriom
AktiniomToriomProtaktiniom

Ce
Th
Taolenn beriodek, Toriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 90
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek 232,0377
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomo
[Rn] 6d2 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 10, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4
Oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 608.50 kJ/mol
2 : 1 167 kJ/mol
3 : 1 768 kJ/mol
Skin atomek 180 pm
Skin kenamsav 175 pm
Skin Van der Vaals 305 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 11,724 g/cm3
Teuzverk 1 750 °C
Bervverk 4 820 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn
Toriom
Toriom

Arabat eo droukveskañ gant Talliom 81Tl pe gant Tuliom 69Tm !

Abaoe tremen 4,5 milmilion a vloavezhioù ez eus eus an toriom, da lavaret eo ez eo koshoc'h eget an Douar. Ganet e voe dre argerzh prim an degerc'had neutronoù gant stered a oa o vervel, ha skignet dre ar galaksi gant supernovæ[1]. Ul lodenn eus tommder diabarzh an Douar a zeu eus skinoberiegezh an toriom[2].

E 1829, ar c'himiour svedat Jöns Jakob Berzelius a dennas un elfenn nevez eus un tamm kailh dianav bet kaset dezhañ gant ar maenoniour dan Jens Esmark. Thorium eo an anv a roas d'an elfenn, en enor da Dhor, doue ar c'hurun e Lec'hlenn. Silikat toriom (Th,U)SiO4e oa ar c'hailh-se, a voe anvet Torit diwezhatoc'h.
Dont a reas J. J. Berzelius a-benn da genderc'hañ toriom metalek dre dommañ fluorid toriom ThF4 kevret gant kaliom 19K.

E 1898 e voe anataet skinoberiegezh an toriom gant ar c'himiour alaman Gerhard Karl Schmidt, ha kadarnaet en hevelep bloavezh gant Marie Curie hep na vije eskemmoù etrezo.
Etre 1900 ha 1903 e voe studiet-pizh an toriom gant Ernest Rutherford hag ar c'himiour saoz Frederick Soddy ; diskouez a rejont digevanadur an elfenn en elfennoù all, arselliñ a rejont ar skinoù α ha termeniñ meizad an hanter-vuhez. Damkaniezh ar skinoberiegezh e voe disoc'h o labour[3].

Kenderc'hadur

kemmañ

Eus ar c'hailh monazit e tenner toriom, eus ar monazit-Ce (Ce, La, Pr, Nd, Th, Y)PO4 hag ar monazit-Sm (Sm, Gd, Ce, Th)PO4 ent-spesadel.[4] E 1925 e voe ijinet un doare da c'hlanaat metaloù[5] dre o zommañ gant un halogen bennak. Argerzh Van Arkel-De Boer a reer eus an doare-se, goude ar gimiourien izelvroat Anton Eduard van Arkel ha Jan Hendrik de Boer[6].
En Aostralia, Brazil, Kanada, Danmark (Groenland), India, Stadoù-Unanet Amerika ha Suafrika emañ ar mengleuzioù monazit. E 1994 e paouezas ar Stadoù-Unanet da genderc'hañ toriom dre ar monazit, abalamour da skinoberiegezh an elfenn, d'un digresk er goulenn dre ar bed hag er Stadoù-Unanet o-unan. Ouzhpenn-se, elfennoù nann-skinoberiek a vez arveret en eskemm ouzh 90Th : lantanidoù, itriom ha zirkoniom da skouer. Da 1 400 000 t e save ar c'hementad a doriom bet miret (n'eo ket kenderc'het) e 2012 dre ar bed.[4]

Perzhioù

kemmañ

Ur metal blot liv an arc'hant eo an toriom glan ; orjalennus-kenañ eo (tu zo d'e astenn hep na dorrfe), aes eo e ogediñ[7], hag e lavnenniñ[8].
Aes e peg an tan en toriom pa vez bruzhunet, en ur reiñ gouloù gwenn kreñv.
Kewarellek eo an toriom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez.
Diouzh e c'hlander eo perzhioù fizikel 90Th.

Kimiek

kemmañ

An toriom glan ne vez ket oksidet en aer. Pa ne vez ket glan e vez oksidet goustadik, e liv o treiñ da c'hriz kent dont da vezañ du.
Oksidet goustadik ivez e vez an toriom gant dour. Diaes eo e zileizhañ en trenkennoù, war-bouez an drenkenn gloridrek HCl, hag en drenkenn nitrek HNO3 trelusket gant ionoù fluor.

Oksidadur
  • ThO2 eo oksidenn an toriom ; a-douez an holl oksidennoù ez eo ThO2 an hini ziaesañ da deuziñ, gant ur bevverk a 3 300°C.
  • Dre m'eo +4 niver oksidadur an toriom ez eo stabil e stummoù oksidet e (IV) evel ThF4.
  • Ur stad oksidet +3 zo d'an toriom ivez, evel ThI3.

Izotopoù

kemmañ

Pemp izotop war 'n ugent eus an toriom zo anavezet, eus Th-210 betek Th-236. Pevar anezho hepken o deus un hanter-vuhez hiroc'h eget ur mizvezh, an darn vuiañ eus ar re all o chom dindan bevenn an dek munutenn.

Izotopoù stabilañ an toriom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
228Th louc'h 1,9116 bloavezh α224Ra
229Th louc'h 7 340 bloavezh α → 225Ra
230Th louc'h 75 380 bloavezh α → 226Ra
231Th louc'h 25,5 eurvezh β-231Pa
232Th 100 1,405x1010 bloavezh α → 228Ra
234Th louc'h 24,1 devezh β-234Pa
  • Kendeuzadoù magneziom-toriom a vez implijet e kefluskerioù an aerlistri (kirri-nij, fuzeennoù, fuc'helloù) daoust d'o skinoberiegezh, dre ma rankont labourat e gwrezvekoù uhel.
  • Gant toriom e kreñvaer an elektrodoù wolfram a implijer evit soudañ e gwrezverkoù uhel-tre.
  • Efedusoc'h eget ar skrammoù plom pe uraniom marv eo ar skrammoù toriom evit sparlañ ar skinoù.
  • Envezioù-kannded (anvet "envezioù Welsbach" ivez) a implijer c'hoazh, a ro gouloù gwenn ha kreñv hep skinoberiegezh a-drugarez d'an dioksidenn toriom ThO2 ha d'an nitrat toriom Th(NO3)4 a lakaer en o mantell. Gant ThO2 ivez e farder kroc'hanoù a rank gouzañv gwrezverkoù uhel. An hevelep oksidenn a implijer da gwellaat ar gwer a-benn fardañ ferennoù evit ar binvioù-luc'hskeudenniñ.
  • Toriom a lakaer er wolfram abalamour ma c'hall skignañ elektronoù, ar pezh a implijer er fornioù dre gorrskinoù.

Nebeutoc'h-nebeutañ a doriom a vez implijet er bed, e skinoberiegezh o vezañ ar pennabeg. Hep mar e kendalc'ho arver an toriom da vont war zigresk, nemet e vije kavet doareoù marc'hadmatoc'h ha dinoasoc'h d'e genderc'hañ pe deknologiezhioù nevez evel treloskoù evit ar c'hreizennoù derc'hanel en eskemm ouzh an uraniom.

Notennoù

kemmañ
  1. GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
  2. Partial radiogenic heat model for Earth revealed by geoneutrino measurements (labour etrebroadel a-stroll), en Nature Geoscience 4, 647-651 (2011) (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
  3. SIMMONS John Galbraith, The Scientific 100 — A Ranking of the Most Influential Scientists, Past and Present, Citadel, 2000 ISBN 978-0-8065-2139-8 (en)
  4. 4,0 ha4,1 United States Geological Survey (USGS)
  5. Er strollad 3 : toriom ha protaktiniom ; er strollad 4 : titaniom, zirkoniom, hafniom ; er strollad 5 : vanadiom.
  6. VAN ARKEL Anton Eduard & DE BOER Jan Hendrik, Darstellung von reinem Titanium-, Zirkonium-, Hafnium- und Thoriummetall, Zeitschrift für anorganische und allgemeine Chemie, 1925, 148: 345–350. doi: 10.1002/zaac.19251480133 Wiley Online Library (de) (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
  7. Ogediñ : er vetalouriezh, reiñ ur stumm d'un tamm metal dre e waskañ ouzh ur stumm-mamm.
  8. Lavnenniñ : er vetalouriezh, fadañ follennoù, lavnennoù pe varrennoù gant un tamm metal dre e waskañ etre div granenn-dro.

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok