[go: up one dir, main page]

Ar riz dre laezh zo ur meuz graet gant riz, laezh ha sukr, hag aozennoù all alies evel vanilha, kanell, karamel, dour roz pe c'hoazh rezin sec'h. A-orin kreizaziat eo, met kavet e vez en ur bern broioù dre ar bed rak ur meuz simpl ha mat eo, debret gant ar vugale hag an dud gour.

Arroz con leche, riz dre laezh en Arc'hantina.

Kalz doareoù zo d'e aozañ. Ar riz, krenn peurliesañ, a c'hall bezañ bervet pe poazhet er forn.

Setu roll an aozennoù a c'haller kavout :

D'an holl bredoù e c'hall bezañ servijet riz dre laezh hervez ar broioù hag an hengounioù. En Europa e vez debret evel un dibenn-pred kentoc'h, pe da verenn-vihan. E Norzh Europa e vez debret da lein, a-wechoù da verenn. Ar farz-riz zo ur wastell graet gant riz dre laezh. Hiziv e vez kinniget riz dre laezh gant ar strolloù gounezvouederezh bras.

Istor : ur meuz gwriziet en Azia

kemmañ

Kontañ a ra ar soutraoù boudaat e voe debret ur volennad vras a riz dre laezh gant Gautama Bouddha a-raok tizhout ar sklêrijenn, aozet dezhañ gant ur plac'h anvet Sujata.

Roudoù eus ar riz dre laezh a gaver e bro ar Vongoled evit magañ o c'hezeg. Ul louzoù e oa d'ar Romaned ha d'ar Vizantioned en Henamzer hag er Grennamzer. Meneget eo e Baghdad en Xvet kantved, hag en Iran e Levr ar Rouaned skrivet gant Ferdowsi tro-dro ar bloaz 1000. En iskevandir Indez e vez debret kheer abaoe an XIIvet kantved da nebeutañ.

E Breizh-Veur e kaver roudoù eus ar riz dre laezh ken pell ha mare an tiegezh Tudor. Kaoz zo e Bro-C'hall e 1787 eus riz dre laezh e-touez an 8 doare da aozañ riz gant ar mezeg Pierre-Joseph Buc'hoz. Ur barzhoneg a voe skrivet diwar-benn ar riz dre laezh gant ar Saoz Alan Alexander Milne (1882-1956).

Rekipe

kemmañ

Sed amañ ur rekipe riz dre laezh klasel :

  • riñsit ar riz en dour,
  • poazhit eñ en dour berv e-pad 2/3 munut evit lakaat anezhañ da vezañ boukoc'h,
  • poazhit eñ gant laezh, vanilha, amann e-pad 15/18 mun,
  • ouzhpennit ar sukr.

Da servijout tomm pe glouar.

Pennadoù kar

kemmañ
  • teurgoule, ar riz dre laezh norman hag a vez poazhet 5 eur er forn
  • ar gwenngaot, ur seurt farz graet gant laezh ha sukr, ha gant bleud riz a-wechoù