[go: up one dir, main page]

Republik Kongo zo ur stad eus kreiz Afrika. En-dro dezhi emañ Gabon er c’hornôg, Kameroun ha Republik Kreizafrika en norzh, ha Republik Demokratel Kongo er reter hag er su, gant enklozadur angolat Kabinda er su hag ar Meurvor Atlantel er mervent (pleg-mor Ginea). Brazzaville eo ar gêr-benn, ha kêr vrasañ ar vro. Porzh-mor Pointe-Noire eo an eil kêr vrasañ.

République du Congo
Repubilika ya Kongo
Republiki ya Kongó

Republik Kongo
Banniel Republik Kongo Skoed-ardamez Republik Kongo
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Unité, Travail, Progès
Kan broadel: La Congolaise
Lec'hiadur Republik Kongo
Lec'hiadur Republik Kongo
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Brazzaville


4°14′S 15°14′R

Yezh(où) ofisiel Galleg[n 1]
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Denis Sassou Nguesso
(25/10/1997)
 - Kentañ ministr Clement Mouamba
(24/04/2016)
Gorread
 - Hollad 342 000 km² (65vet)
 - Dour (%) 0,1%
Poblañs
 - istimadur 2021 5 417 414 ()
 - Stankter 16/km²
Gwerzhid-eur (UTC+ 2)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 2)
Kod kenrouedad .cg
Kod pellgomz +242
  1. Ar galleg eo yezh ofisiel ar stad ha div yezh all, al lingala hag ar c’hituba (kongoeg) zo anavezet da yezhoù broadel.

Graet e veze – pe e vez c'hoazh a-wechoù – Kongo Brazzaville eus Republik Kongo, evit diforc’hañ ar vro-mañ diouzh hec'h amezegez, Republik Demokratel Kongo, a veze graet anezhi gwechall Kongo Kinshasa ha goude-se Zair.

Dispartiet eo diouzh Republik Demokratel Kongo gant ar stêr Kongo ha gant un adstêr anezhi, an Oubangi.

Un drevadenn c'hall e oa a-raok 1960, pa zeuas da vezañ dizalc'h.

Rannoù melestradurel

kemmañ
 
Departamantoù Republik Kongo

Rannet eo republik Kongo e 12 departamant :