[go: up one dir, main page]

An eur hañv a zo ur sistem a vez graet gantañ gant kalzik a vroioù eus an hantervoul norzh hag eus an hantervoul su. Graet e vez dre vras gant broioù eus an takadoù kerreizh e-lec'h ma'z eus kemm etre padelezh an deiz en hañv ha padelezh an deiz er goañv. E broioù Unaniezh Europa e vez graet ar cheñchamant d'ar Sul diwezhañ eus miz Meurzh ma vez abredet an eurieroù eus un eur (ne vez nemet 23 eurvezh en devezh-se). D’ar Sul diwezhañ eus miz Here e vez graet ar c'hontrol hag e vez pellaet an eurieroù eus un eur (en devezh-se e vez 25 eurvezh). A bep seurt abegoù a vez roet evit an dra-se. Unan eus an abegoù kentañ a oa espern petrol dre sklêrijenniñ nebeutoc'h. Bremañ e lakaer kentoc'h en a-raok an amzer sklêrijenn d'abardaez-noz evit an amzer vak hag evit ober e vad eus ar vakañsoù.

Nevezamzer: Tremen eus an eur c'hoañv d'an eur hañv. Abredet e vez an eurieroù eus un eur, d'ar Sul diwezhañ eus miz Meurzh.
Diskaramzer: Tremen eus an eur hañv d'an eur c'hoañv. Lakaet e vez an eurieroù da goll un eur, d'ar Sul diwezhañ eus miz Meurzh.


Unaniezh Europa

kemmañ

Abaoe 2002 e cheñch an holl vroioù e memes koulz.

Deiziadur ar cheñchamantoù eur en Europa.
Bloavezh Tremen d'an eur hañv Tremen d'an eur c'hoañv

1 h eus WET da 2 h WEST
2 h eus CET da CEST 3 h eus EET da EEST

2 h eus WEST da 1 h WET
3 h eus CEST da 2 h CET
4 h eus EEST da 3 h EET

2002 31 a viz Meurzh 27 a viz Here
2003 30 a viz Meurzh 27 a viz Here
2004 28 a viz Meurzh 31 a viz Here
2005 27 a viz Meurzh 30 a viz Here
2006 26 a viz Meurzh 29 a viz Here
2007 25 a viz Meurzh 28 a viz Here
2008 30 a viz Meurzh 26 a viz Here
2009 29 a viz Meurzh 25 a viz Here
2010 28 a viz Meurzh 31 a viz Here
2011 27 a viz Meurzh 30 a viz Here
2012 25 a viz Meurzh 28 a viz Here
2013 31 a viz Meurzh 27 a viz Here
2014 30 a viz Meurzh 26 a viz Here
2015 29 a viz Meurzh 25 a viz Here
2016 27 a viz Meurzh 30 a viz Here
2017 26 a viz Meurzh 29 a viz Here
2018 25 a viz Meurzh 28 a viz Here
2019 31 a viz Meurzh 27 a viz Here
2020 29 a viz Meurzh 25 a viz Here


 
E glas, al lec'hioù ma vez heuliet sistem an eur hañv; en orañjez, al lec'hioù ma'z eus bet graet met ne vez ket graet ken; e ruz, n'eus ket bet graet gwech ebet eno.

Liammoù diavaez

kemmañ