Rakverb
- Evit implijoù all, gwelet Adverb.
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rakverb (saozneg : preverb) evit komz dreist-holl eus elfennoù yezhadurel staget ouzh penn-kentañ ar verboù er yezhoù kaokazek hag ivez er yezhoù kadoek hag er yezhoù algonkek. Implijet e vez an hevelep termen evit ober dave da elfennoù yezhadurel disheñvel implijet e sinaeg.
Disheñvel eo ar rakverboù diouzh rakgerioù verbel all dre ma vez implijet an termen "rakverb" evit komz eus elfennoù staget ouzh deroù ur verb e yezhoù resis evel ar re meneget a-us dre ma tenn ar c'hengerioù-se da elfennoù a zo peurliesañ er-maez eus morfologiezh ar verb, evel da skouer lec'hiadur an anvioù-kadarn pe an anvioù war-eeun.
E yezhoù kaokazek ar gwalarn evel an oubic'heg e c'hell seurt rakverboù mont en-dro evel anvioù-kadarn pe elfennoù lec'hiañ, da lavaret eo ez eo heñvel o ferzh ouzh hini an araogennoù, da skouer :
sæbghjawq'anayt' | ||||
sæ- | bghja- | w- | q'a | -nayt' |
1SG- | PVB- | 2SG- | kaozeal | -amdremened |
O kaozeal diwar ma fenn e oas |
Er yezhoù kartvelek evel ar jorjieg e talvez ar rakverboù dreist-holl da lakaat kemm etre an amzer-vremañ hag an amzer-da-zont. Staget e vezont war-eeun ouzh penn-kentañ al lieselfenn verbel pe "mts'k'rivi :
- aketebs ("en ober a ra") kv. gaaketebs ("en ober a raio")
- vtser ("o skrivañ emaon") kv. davtser ("skrivañ a rin")
E sinaeg (mandarineg) hag e meur a yezh sinaek all e vez implijet an termen rakverb evit komz eus ur rummad gerioù resis, dezhe sterioù kevatal da hini an araogennoù e yezhoù evel ar brezhoneg daoust dezhe em zerc'hel evel verboù hervez kevreadurezh ar sinaeg. Staget e vezont dirak an anv e reont dave outañ. A-hend-all ez implijer aliesoc'h an termen "kenverboù]]" evit komz eus an elfennoù yezhadurel-mañ.
Emdroadur ar ger
kemmañDindan ar stummoù rag-verb ha rhagverv e kaver ar ger e Geriadur Gregor Rostren e 1732[1] ha dindan ar stummoù rhak-verv ha rhak-verb e 1738[2], savet moarvat diwar skouer ar ger kembraek rhagferf. Hogen ar ster « adverb » en doa ar ger-se a zo aet da gozh[3]. Implijet eo bet rakverb evel troidigezh ar ger gallek préverbe e 1984[4] ha testeniekaet eo gant ar ster-se c'hoazh e 2012[5].
Levrlennadur
kemmañ- Favereau, F. (1997), Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 4vet embannadur, Montroulez: Skol Vreizh.
- Gregor Rostren (1732), Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, Roazhon.
- Gregor Rostren (1738), Grammaire françoise-celtique ou françoise-bretonne, Roazhon.
- Hemon, R. & Étienne, G. (1992), Lavar 08, Kintin : Preder.
- Ménard, M. (2020) : Dictionnaire français-breton, eil embannadur. Ar C'houerc'had : An Alarc'h Embannadurioù (ISBN 978-2-38190-004-9)