[go: up one dir, main page]

Mell-droad

sport a-stroll
Evit sterioù all ar ger, gwelet mell-droad (disheñvelout).

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar vell-droad, pe football, football association da anv ofisiel, a zo ur sport a-stroll, an hini ar muiañ pleustret dre ar bed ma kemerer e kont an niver a c'hoarierien hag a arvesterien. Renet eo gant un aozadur etrebroadel, ar Fédération Internationale de Football Association (FIFA), da lâret eo Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA). E meur a dolead, dreist-holl en Europa, Suamerika hag Afrika, eo ar vell-droad muioc'h eget ur c'hoari, ur stil buhez kentoc'h. Miliadoù a dud a ya da emezeliñ ouzh kluboù aficionados hag a ya da welet ar c'hrogadoù en-dro d'an dachenn vell-droad, evit souten ar paread c'hoarierien muiañ-istimet ganto. Sot int ivez gant krogadoù skingaset war-bouez ar skinwel pe ar skingomz.

Krogad mell-droad

Dindan ren Kevread Etrebroadel Football Association e kaver aozadurioù dre gevandirioù.

E-touez ar c'hevezadegoù etrebroadel eo Kib vell-droad ar bed an hini bouezusañ, savet a-benn lakaat ar skipailhoù broadel pennañ da c'hoari an eil a-enep eben. E-keñver ar c'hluboù eo ar Gib etrekevandirel an tournamant bras pa gemer perzh ennañ kluboù kampionidi europat trec'h gant Kevre ar Gampioned ha re Kib al Libertadores, enni kluboù kampionidi suamerikan.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra mell-droad (evel ar ger saoznek foot-ball) eus kevreadur ar gerioù mell ha troad pa vez c'hoariet o skeiñ en ur vell gant an troad. Graet e veze ar vell eus ur c'hoari pleustret gant kouerien war ar maez kerkoulz e Breizh hag e broioù all en Europa (graet e veze soule anezhi en darn vrasañ eus ar Frañs). Implijet eo bet an anv "foot-ball association" pa'z eo bet krouet an aozadur Foot-ball association e Breizh-Veur war-dro 1880 ha termenet ar reolennoù kentañ gantañ. Dont a rafe ar ger saoznek soccer eus association.

 
Pleustret e vez ar vell-droad gant tud a bep seurt oad

Degaset eo bet ar ger "foot-ball" dre ar bed gant an embroidi saoz ken e kaver ar ger fußball en alamaneg, voetbal en izelvroeg, fotbal er yezhoù skandinaviat, futebol e portugaleg ha fútbol e spagnoleg. E galleg e vez lavaret le football pe ar foot distaget mui pe vui evel e saozneg, pa reer gant le soccer e Kebek. Fobal a glever ivez e genoù ar vrezhonegerien a-vihanik. En Italia eo bet keñveriet ar vell-droad gant ul lid a veze graet e lez an duged e Firenze,il calcio storico e anv, krennaet "il calcio" evit envel ar vell-droad.

Kavet e vez en un nebeud broioù ur sport anvet football, met disheñvel mat e reolennoù :

Istor ar vell-droad

kemmañ

Kavet ez eus bet roud eus ur seurt mell-droad pleustret gant annezidi Amerika kent Kristol Goulm. Met ijinet eo bet ar vell-droad modern e Breizh-Veur e eil hanter an XIXvet kantved.

Reolennoù

kemmañ

Er c'hrogad mell-droad e vez enebet daou skipailh gant 10 c'hoarier hag un diwaller-pal a bep tu. C'hoariet e vez war un dachenn leton, bras digor, plaen hag hirgarrezek anezhi. Pa vez plantet ar vell e foñs kaoued an eneberien e vez lavaret ez eus bet merket ur pal. Pal ar c'hrogad a-bezh eo plantañ ar muiañ a balioù ma c'haller, hag e ya an trec'h d'ar skipailh gant ar brasañ niver a balioù. C'hoariet e vez e-pad daou brantad 45 munutenn pep hini anezho (evit ar grennarded hag an oadourien).

Kemer ar vell gant an dorn a vez aotreet d'ur c'hoarier hepken, an diwaller ha c'hoazh, pa vez en un takad resis war an dachenn, a-dal d'e gaoued.
Pa gas ur c'hoarier ar vell en tu all d'al linennoù grimenn (pe linennoù kostez) ez eus un ermaeziadenn. Diwar-se e vez c'hoariet un tenn-kostez e splet ar skipailh eneber.
Pa gas ur c'hoarier ar vell en tu all da linenn zifenn, houmañ e foñs an takad da vezañ difennet gant e skipailh, e vez c'hoariet un tenn diwar ar 6 metrad. Pa vez graet an dra-se gant unan eus ar skipailh o tifenn e vez c'hoariet un tenn-korn : eus korn an dachenn e tenn unan eus an eneberien ar vell davet an takad difenn.

Pa c'hoarvez un ober pe un heuliad oberoù kontrol d'ar reolennoù e c'hell an tredeog gourc'hemenn ur c'hoarier o tiskouez ur gartenn velen dezhañ, ma skriv warni niverenn ar c'hoarier. Pa ra ar memes c'hoarier ur fazi bras adarre ez a ar gartenn velen da ruz, ha gant se e rank kuitaat an dachenn kerkent ha diskouezet ar gartenn ruz dezhañ gant an tredeog hag a skriv warni niverenn ar c'hoarier. Rankout a ra ar c'hoarier bet skarzhet eus an dachenn mont raktal d'ar gwiskva. Ar gartenn ruz a c'hell bezañ diskoachet gant an tredeog kerkent ha gwelet ur fazi grevus-tre pe un emzalc'h enep-c'hoari gant ur c'hoarier. Nep c'hoarier a-vicher bet skarzhet war-eeun gant ur gartenn ruz (hep bezañ bet gourdrouzet en a-raok gant ar gartenn velen) a dremen diwezhatoc'h dirak ur bodad barn da zivizout diouzh an dro war krogadoù kastiz ouzhpenn, na c'hallo ket kemer perzh enne.

Goude ar prantad c'hoari kentañ, anvet an hanterenn gentañ, e vez an ehan-kreiz (troc'h-kreiz pe tamm-diskuizh) evit lakaat ar c'hoarierien da ziskuizhañ. 15 munutenn e pad. Bez e c'hell an tredeog ouzhpennañ un nebeud munutennoù (etre unan ha pemp peurvuiañ) e fin pep hanterenn hervez an ehanoù bet e-pad ar c'hrogad, abalamour d'ur c'hoarier bezañ bet gloazet, da skouer. Nebeut a-raok fin an hanterenn e kemenn un eiltredeog d'ar c'hoarierien, war-bouez ur banell, an niver a vunutennoù a vo lakaet da astenn.

Evit krogadoù zo p'en em gav rampo an daou skipailh e fin an div hanterenn e rankont c'hoari un astenn a ziv hanterenn all ur c'hard eur. E fin an astenn ma chom rampo an daou skipailh e vint diaspartiet gant an abadenn tennoù d'ar pal. Pemp c'hoarier a bep skipailh zo dibabet da dennañ. Mont a ra ar maout gant ar skipailh a lak ar muiañ a balioù diwar e bemp tenn. Ma ne vez ket a-walc'h gant bep a bemp tenn e ouzhpenner un tenner all gant pep skipailh betek ma vo disheñvel an disoc'h.

Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger mell-droad er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.